Alies e vez sellet ouzh an Istor evel ur studi difetis eus darvoudoù an amzer dremenet, un Istor a studier, n’eur ket e-barzh avat. Istor an darvoudoù «bras» (brezelioù, dispac’hoù, renadoù politikel, emdroadurioù kevredigezhel pe armerzhel hollek kenañ, ne reomp nemet arsellout pe c’houzañv, n’hon eus krog ebet warno avat.
Ha koulskoude e c’hallomp sellout ouzh an Istor en un doare all, n’eo ket evel arsellerion, evel perzhidi ne lavaromp ket : n’eo ket an Istor «gwelet eus ar c’hrec’h», «eus an traoñ» ne lavaromp ket.
Studiañ E istor a gas da studiañ ar re omp deveret anezho, da lavarout eo e hendadoù. Se zo pal al lignezouriezh. Al lignezouriezh-rik (daveennoù ganedigezh, eured ha marvidigezh e hendadoù) ne zegas ket gwall bell. Spletusoc’h mont pelloc’h, dre glask gouzout penaos e vevent bemdez, pezh a zeu da vezañ un «istor ar familhoù» ledanoc’h. Met hon hendadoù a zaremprede amezeion, tud o farrez...pezh hol laka war dachenn an «istor lec’hel». N’eus ket da enebiñ avat an istor-familh ha lec’hel-se ouzh an istor «bras», «hollek». Diouzh un tu ez eo emdroadur an istor «bihan» disoc’h war ur skeul «izel» eus emdroadurioù ha darvoudoù an Istor «bras», diouzh an tu all e lak an Istor «bihan» an hini «bras» da vezañ «fetisoc’h», «enkorfet»…Hon istor familh ha lec’hel hol laka da verzout pergen don e voe an treuzfumadurioù hon eus arvestet a-hed ar c’hantved diwezhañ : tremen eus ur gevredigezh maezel (dreist-pouez al labour-douar…) da unan ma’z eo ar servijoù hag o deus an dreistpouez , stroñsadur ar frammoù hengounel (familh, relijion…)…
Ur C’hafedi Istor all a vo dres kinniget nebeut da c’houde war zodenn ar c’hemmoù kevredigezhel, war ar maez pergen, abaoe an 19vet kantved.
Er C’hafedi Istor-mañ e labourimp dreist-holl war an hentennoù da studiañ istor ar familhoù, an istor lec’hel…
■