Jakez Karter, kavadenner ar C'hanada ?

Annonce publié le 20/03/24 11:10 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/70/70073/70073_1.png
Jakez karter a oa enebour gant Jean-François de la Rocque de Roberval, hag an trouz etreze en deus bet efedoù war politik trevadennerezh rouantelezh Bro-C'hall...
Jakez Karter : Kavadenner ar C'hanada / Jacques Cartier et le Canada - An Istor Livet (495 vues)

«https://www.brezhoweb.bzh/Jakez-karter-kavadenner-hanada-istor-livet_fiche_4336.html» target=«_blank»>Jakez Karter 'zo brudet evit bezañ roet anvioù mil-vrudet evel «Montreal», ar stêr Sant-Loarañs pe ar «C'hanada».

Ganet eo e Sant-Malo war-dro 1490 ha n'ouzomp ket kalz a dra diwar e-benn a-raok e gejadenn gant ar roue Bro-C'hall Fañch ar Iañ.

Dale 'zo gant Rouantelezh Bro-C'hall e-keñver broioù all war redadeg ar bed nevez. Ha dreist-holl war klask un hent nevez ken mont da genwerzhañ e Azia, dont da vezañ diaes a-c'houde eo bet tapet Kergustentin gant an Impalaeriezh Otoman.

Setu penaos eo bet lakaet «https://www.brezhoweb.bzh/Jakez-karter-kavadenner-hanada-istor-livet_fiche_4336.html» target=«_blank»>Jakez Karter e penn beajoù davet ar c'hornog, ken klask an hent-se ha... N'eus ket anezhañ !

Teir beaj a zo bet graet gantañ ha gwelet int bet evel c'hwitadennoù d'ar c'houlz-se, betek lakaat un troc'h-bras da bolitik trevadennerezh rouantelezh Bro-C'hall.

Setu ar pezh 'vez kontet er video-se, leun a ditouroù, hag en o-zouesk, istor anv ar C'hanada roet gant «https://www.brezhoweb.bzh/Jakez-karter-kavadenner-hanada-istor-livet_fiche_4336.html» target=«_blank»>Jakez Karter...

Un abadenn e brezhoneg istitlet e galleg hag e brezhoneg, da welet war Brezhoweb o «https://www.brezhoweb.bzh/Jakez-karter-kavadenner-hanada-istor-livet_fiche_4336.html» target=«_blank»>klikañ amañ !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 6 ?