D'ar gwener 25 a viz Mae e vo aozet ur fest-noz gouez e ti-gar Roazhon gant Ai'ta!: deuit niverus!!! Kroget 'vo adalek 7e ha digoret eo al leurenn... Ar pal eo divyezhekaat an SNCF memes e kêrioù bras evel Roazhon; poent eo deomp lakaat ar brezhoneg da vevañ un tamm pep lec'h, dreist-holl lec'h ma vez kalz a dud o tremen. Setu, ma z'oc'h dedennet, deuit da zañsal ha da gemer plijadur e brezhoneg! Echuet'vo an oberenn tro 9e30, 10e.
Ai'ta! organise un fest-noz sauvage le vendredi 25 Mai à la gare de Rennes: venez nombreux!!! On commencera aux alentours de 19h et la scène est ouverte... Le but consiste à bilinguiser la SNCF dans les grandes villes également; il est temps pour nous de faire vivre le breton un peu partout, surtout dans les lieux publics où le passage est dense. Donc, si cela vous intéresse, venez danser et prendre du plaisir en breton! L'action prendra fin vers 21h30-22h.
■