il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /6957.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/69/6957/6957_1.gif

Nevez ! Nireblog, ur savenn sevel blogoù e brezhoneg.

Atav kement a virvilh e brezhoneg war tachenn an teknologiezhioù nevez. Ar vrezhonegerien n'o doa ket gortozet kaout un etrefas en o yezh a-raok en em lakaat da grouiñ blogoù. Memes tra, mankout a rae d'an dud, ha dreist-holl d'ar rummadoù yaouankañ a c'hortoze ul lec'hienn a ginnigfe un endro brezhonek klok. Evit ar mare e oa chomet an holl etrefasoù e saozneg pe e galleg.

Nireblog zo ur savenn digoust efedus-kenañ hag eeun-tre a c'haller drezi sevel ur blog e 10 eilenn. N'eus netra da bellgargañ.

E-kreiz 2006 e oa bet krouet Nireblog gant un Euskarad, emzesket war ar stlenneg, David González eus e anv hag a oa e bal gallout kinnig Nireblog er muiañ a yezhoù posupl. Evit poent eo bet troet penn-da benn en un 10 yezh bennak, ar brezhoneg en o zouez, ha boulc'het eo an droidigezh e 40 yezh all.

Gant Fulup Jakez, rener an Ofis, bet troet Skype gantañ dija e fin ar bloaz tremenet, eo bet graet war-dro an droidigezh vrezhonek. Meret eo Nireblog gant ur skipailh tud eus Euskadi Kembre, Maroko, Katalonia, Portugal pe c'hoazh Rusia.

Evit gouzout hiroc'h :

Fulup JAKEZ – Ofis ar Brezhoneg – 8 bis straed Félix Faure 29270 KARAEZ-PLOUGÊR Pgz : 02 98 99 30 15 Postel : fulup.jakez@ofis-bzh.org

Evit krouiñ ur blog war Nireblog : (voir le site)

Evit sellet ouzh blogva brezhonek Nireblog nevez lañset e deroù miz Mae : (voir le site)

Evit sellet ouzh blog Nireblog e brezhoneg : (voir le site)

Evit sellet ouzh blog Fulup Jakez war Nireblog : (voir le site)


Vos commentaires :
Dimanche 12 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.