il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /6859.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Mignoned ker,

Da vare koulzad kabaliñ ar votadegoù evit an deputeed, Christian Troadec (Gauche Alternative) danvez kannad pastell-bro Kastellin-Karaez, Mona Bras (UDB) danvez kannadez pastell-bro Gwengamp/Rostrenn ha Michel Rolland (Verts), danvez kannad pastell-bro Henbont-Gourin a gemero perzh en ur pred-diviz digor d'an holl e Ti-ar-Vro Karaez d'ar Gwener 11 a viz Mae da 8 eur noz. Supleanted an danvezioù kannad, Michel Balbot (Verts), kuzulier Rannvro ha prezidant « KKKB » (Kumuniezh kumunioù Kreiz Breizh) ha Yann Siz (Sekretour kevredad UDB Morbihan) a gemero perzh er pred hag a c'hello respont d'ho koulennoù.

Un neubeud soñjoù da vagañ an divizoù :

- Lakaat e plas ur politikerezh skoazell d'an embregerezhioù bihan ha krenn, d'an artizanelezh ha d'ar c'henwerzh tost ouzh an dud, gant ur spered sokial hag a genskoazell, ha ne vo ket reiñ skoazelloù da gompagnunezhioù ar c'henverzh etrevroadel bras an arc'hant gante.

- Dont a-benn da gaout dour naet en-dro dre cheñch doareoù produiñ al labour-douar. Kaout boued mat kentoc'h evit kementadoù bras anezhe.

- Departamantoù pe « Broioù ha Rannvro » : petra eo ar gwellañ framm da gaout e Kreiz Breizh ?

- Pe c'hoazh, peseurt politikerezh da gaout da vezañ mestr war priz ar gwerzhañ douaroù ha tier ? D'an dud, berr lost o arc'hant gante, da c'hellout feurmiñ pe prenañ ul lojeiz …

D'ar Sul 10 a viz Even, deiz kentañ tro votadegoù an deputeed, votiñ « Util » evit Breizh, an ekologiezh hag ar c'henskoazell a vo votiñ evit hon danvezioù kannad. Diouzh an niver a votoù a vo bet rastellet ganeomp devezh ar c'hentañ tro e c'hellimp pouezañ war raktresoù politikel gouarnamant nevez Pariz. Deuit niverus d'ar pred-diviz-se.

Mersi bras deoc'h tout en a-raok. A greiz kalon

………………………………………………………………………………………………………………..

Pred/Diviz publik Gwener 11 a viz Mae da 8 eur noz Ti-ar-Vro Karaez

Pred : 10 € Da zerc'hel ho predoù: Pellgomzit : 02 96 24 25 09 pe Postel : hele-gall@wanadoo.fr


Vos commentaires :
Dimanche 5 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.