il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /676.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

UDB (Unvaniezh Demokratel Breizh) a ro skoaz d’an Aotrou Dominig Jolivet-Klec’h a dremeno dirak Lez-varn Gwengamp d’ar merc’her 14 a viz genver da 2e Goude merenn.

An Aotrou Dominig JOLIVED-KLEC’H a nac’h paeañ an taos skinwel peogwir e soñj dezhañ eo re zister plas ar brezhoneg war France 3 ha ne vez ket sevenet o c’hefridi a “servij publik” gant ar chadennoù publik Gall e Breizh…N’eo ket UDB a vo souezhet gant un disklêriadenn a-seurt-se ?

Goude ma voe skoet garv TV Breizh- ha mouget hon esperansoù kaer- gant divizoù ar CSA en doa nac’het reiñ frekañsoù da chadenn Rannvro prevez kentañ ar C’hwec’h-korn, eo kroget en-dro randonerezh boas “an is-diorren” da ren war ar c’hleweled e Breizh…

Penaos e c’hellfemp-ni bezañ laouen gant ar 80 eurvezh abadennoù brezhoneg nemetken a vez produet bep bloaz gant France 3 Ouest; pa ouier ouzhpenn-se, e klask ingal pennoù-bras Pariz a ra war-dro ar chadenn-se, kuzhat an traoù a zegas soñj eus Breizh en o abadennoù betek anv hor Bro a zirenk anezhe – war lec’hienn Internet ar chadenn Rannvro publik n’heller ket kavout ar ger “Breizh”

Evit UDB eo peogwir e vanka ur youl bolitik kreñv da Josilin a Roc’han, ar prezidant Rannvro, da gas Breizh war-raok da vat, e chom Kleweled Breizh paour-razh…Pegoulz e kompreno an dilennidi e c’hell ar sevenadur degas labour da galz a dud er vro ha sevel “ servijoù skinwel Breizhek”, pe vefent publik pe brevez a rofe lañs d’an ekonomiezh tro-dro dezhe…UDB a zegas da soñj ez eus e holl ranvroioù Europa, hag evit darn dioute dibaoe ouzpenn ugent vloaz, servijoù publik emren skinweloù Rannvro gant kement a skoazelloù arc’hant hag a dud o labourat enne hag a zo e chadennoù TV Bro-C’Hall. Da heul sevel ar servijoù TV publik er Rannvroioù-se ez eus bet krouet miliadoù a bostoù labour gant servijoù publik ar stadoù, met ivez e lod eus ar broioù, gant ar chadennoù prevez (4 000 e Bro Gembre da skouer).

UDB a embanno e-kerzh ar c’hampagn evit ar votadegoù Rannvro e fell dezhi sevel e Breizh: Ur servij publik skingomz ha skinwel Breizhek. CSA Bro-C’Hall a aotreo implij ar frekañsoù rekis gant ar servij publik-se evit ma c’hellfe skignañ holl abadennoù e brogrammoù war Breizh a-bezh. Rankout a raio ar programmoù-se bezañ degemerabl gant an holl dud hep bezañ koustusoc’h dezhe. Servijoù publik skingomz ha skinwel Breizh a ranko reiñ aotre da radioioù kevredigezhel ar vro da skignañ o abadennoù war Breizh a-bezh. Kentañ tra e ranko ober ar servij-se eo reiñ lañs d’ur radio publik e brezhoneg.

UDB a ro skoaz d’An Aotrou Dominig Jolivet-Klec’h peogwir e soñj deomp e rank ar bolikerien, ar re a zo gwir bolitikerien anezhe, stourm ouzh gwaskerezh an demokratelezh ha nac’h ma vo kendalc’het gant gouarnamantoù Bro-C’Hall. mougañ sevenadur hag ekonomiezh Breizh.

Herve ar Gall

Mouezh UDB evit ar brezhoneg

Pgz : 02 96 24 25 09

Un emsaver eus Stourm Ar Brezhoneg (SAB) a dremeno dirak lez-varn Gwengamp d’ar Merc’her 14 a viz Genver dre ma nac’h paeañ an taos skinwel. Evit chom bev e rank ur yezh kavout he flas er skinwel. Re zister eo plas ar Brezhoneg war France 3. Ouzhpenn se eo arc’hantaet an nebeud a abadennoù ‚zo gant ar C’huzul Rannvro. Ne laoskimp ket hon yezh da vervel hep stourm.

An aozadurioù da heul a embann bezañ kengred hag a c’halv d’en em vodiñ dirak lez-varn Gwengamp d’ar Merc’her 14 a viz Genver da 2e da skoazelliñ Dominig JOLIVED-KLEC’H hag ar stourm evit ar Brezhoneg er skinwel.


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.