il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /6659.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/66/6659/film.bmp

Bodad ar Film e Rannvro Enez-Frañs Commission du Film d'Ile-de-France

Strollet ez eus 90% eus greanterezhioù teknikel sinema ha kleweled bro C'hall war tiriad Rannvro Enez-Frañs. E-kreiz unan eus kêrioù bras a grou ar muiañ er bed e vev hag e labour ur rouedad dispar a dud donezonet-kaer, c'hoarierien, sevenerien filmoù, renerien-luc'hskeudennerezh, renerien-arzoù, kinkladourien brudet er bed a-bezh. Ar strollad tud-se a gevez re an estrenvro hag a vez harpet gant politikerezhioù lec'hel ha rannvroadel efedus tre.

Ur c'hev skoazell a zo bet savet gant ar Rannvro evit greanterezhioù teknikel ar sinema hag ar c'hleweled a-benn stourm ouzh an dilec'hiadennoù ha diazezañ ar grouidigezh zizalc'h. Krouet ez eus bet neuze un Diazezadur Foran evit ar C'henoberezh Sevenadurel, Bodad ar Film e Rannvro Enez-Frañs e anv. Pal an aozadur-mañ eo reiñ tro d'ar Rannvro da implijout he danvezioù en un doare efedus ha da bouezañ war ar marc'had etrebroadel..E-touez kefridi all e laka ar sevel filmoù aesoc'h peogwir e kinnig ar gwellañ plegoù da skipailhoù bro C'hall ha broioù estren evit labourat. Aesaat a ra ivez an traoù dezho evit labourat asambles a-benn reiñ ur plas pouezusoc'h d'ar Rannvro Enez-Frañs e-barzh filmoù skignet e meur a vro.

Emañ Bodad ar Film o krouiñ ostilhoù a zo ezhomm anezho evit ma vo dibabet aliesoc'h aliesañ Rannvro Enez-Frañs e-giz ul lec'h e vez savet filmoù ennañ hag ul lec'h a-zoare evit labour aozadurioù ar sinema hag ar c'hleweled.

Mod-all e labour Bodad ar Film evit ma kemero perzh Rannvro Enez-Frañs e abadennoù-micher pennañ ar sinema hag ar c'hleweled, dreist-holl er re a zo aozet e broioù a brodu ar muiañ eus programmoù ar sinema hag ar c'hleweled hag a c'hellfe krouiñ labour er vro. He fal eo kavout raktresoù filmoù en a-raok evit ma vefent savet ha filmet e Rannvro Enez-Frañs.

Bodad ar Film e Rannvro Enez-Frañs a gemer perzh en ur programm broadel evel daouzek bodad rannvroadel ar film all hag a labour a-gevret gant Bodad Broadel ar Film.

Bodad ar Film e Rannvro Enez-Frañs a labour asambles gant meur a aozadur ensavadurel ha micherel, da gentañ penn gant ar Stad (DRAC) ha Kreizenn Broadel ar Sinema (CNC), kenkumuniezhioù kumunioù (Pôle Nord Parisien, ACTEP), Kevread Greanterezhioù ar Sinema ar C'hleweled hag ar Liesvedia (FICAM), Unifrance ha TV France International.

(Troet e brezhoneg gant Luc Toutous, war goulenn Adrien Perreau (voir le site) ezel Kuzul merañ Bodad ar Film e Rannvro Enez-Frañs)

Commission du Film d'Ile-de-France 11, rue du Colisée 75008 Paris Tel : + 33 1 56 88 12 88 Fax : + 33 1 56 88 12 19 (voir le site)


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.