il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /6515.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Gervel a ra Strollad Breizh da vanifestiñ en Oriant, d’an 31 a viz Meurzh o tont, evit Diwan hag evit ma vo anavezet ar brezhoneg evel yezh ofisiel e Breizh.

Treuzkas d’ar Rannvro ha d’al Liger-Atlantel ar galloud hag ar budjed evit ar sevenadur hag ar c’helenn brezhoneg a zo ar bazenn gentañ rekis evel-just. An holl ziaesterioù a chomo avat keit ha ma ranko ar Vretoned marc’hatañ bruzhun gant ar Stad C’hall hag a zo bet a-viskoazh he fal distruj hor sevenadur. Embann a ra Strollad Breizh e genskoazell e-keñver ar gerent, ar skolidi, ar gelennerien, ar c’hevredigezhioù sevenadurel a ra o seizh gwellañ bemdez evit ma chomo ar brezhoneg ur yezh vev ha poblek e Breizh.

Ret-mat eo bremañ mont pelloc’h ha kas ar stourm war an dachenn bolitikel: lakaat war sav ur gouarnamant breizhat ha demokratel a zoujo da wirioù mab-den hag da wirioù ar Vretoned. Diskouez a ra Diwan an hent mat evit an dazont ha dleout a ra kaout ur statut publik dizalc’h a zere gant he dibaboù pedagogel.

Evit Strollad Breizh, Gérard Olliéric prezidant

(voir le site)


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.