il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /6510.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Gelver a ra ar gevredigezh Bemdez da gemer perzh e manifestadeg An Oriant evit ar skolioù Diwan a vo disadorn, d'an 31 a viz Meurzh, plasenn ar Frankiz da 3 e. g.m.

Dleout a ra an holl Vretoned hag an holl vrezhonegerien en o zouez harpañ ar skolioù dre soubidigezh evit amzer-da-zont hor yezh hag hor bro.

Daoust da se ne c'houlennomp ket-ni kemm ar Vonreizh, lakaat gwiriekaat Karta Europa, ha kaout un dezvad publik evit Diwan digant ar Stad rak ne gredomp ket e kemmo an disterañ emzalc'h gant Bro-C'hall e-keñver ar yezhoù hag ar sevenadurioù. Hep gortoz kement-se e c'hall pep hini kuzuliañ betek lakaat an ensavadurioù lec'hel da zegemer ar brezhoneg. Kerkent ha ma nac'h kargidi, dileuridi pe dilennidi bezañs hor yezh pe hor sevenadur e Breizh, bezomp holl a-gevret a-benn o skarzhañ !

Evit Bemdez,

Amélie Le Bras.

Kevredigezh BEMDEZ

Ti ar c'hevredigezhioù

6 straed ar Govuerezh

56 000 GWENED – BREIZH – Pgz 06 11 51 43 15.

(voir le site)


Vos commentaires :
Mercredi 1 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.