GEVREDIGEZH BREIZH-GALIZA

Communiqué de presse publié le 26/01/24 16:11 dans Bretons d’Ailleurs par Pierre Joubin pour Pierre Joubin
https://abp.bzh/thumbs/59/59083/59083_1.jpg

Demat! Laouen omp o kemenn deoc’h krouidigezh ar gevredigezh Breizh Galiza ganti da bal stardañ al liammoù ha kreñvaat darempredoù kenetrezomp. Klasket a e vo c’hoari ur roll oberiant evit skignañ sevenadur Breizh e Galiza dre grouiñ lec’hioù prederiañ ha kendivizout. Fellout a ra deomp harpañ ar raktresoù ha reiñ lañs da intrudu nevez gant ur programm diskouezadegoù, prezegennoù, kentelioù, embannadurioù, sonadegoù ha festoù-noz dre Galiza a-bezh. Dalc’het e vo hon emvod-meur d’ar Sul 25 a viz C’hwevrer da greisteiz. Da-heul e vo ur fest-deiz adalek 17 eur e Nave de Vidán e Sant-Jakez a Gompostela, gant ar strolladoù Estatalá, DA VAB Trio ha Le Friec Pascual. Deuit e darempred ganimp ha skignit ar c’heloù-mañ tro-dro deoc’h. Evit dont da vezañ ezel.ez ar gevredigezh klikit amañ . Gant hor gwellañ gourc’hemennoù.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 9 ?