Oferenn e brezhoneg e Naoned
Annonce publié le 5/12/23 10:10 dans Religion par Jean Raynaudon pour Jean Raynaudon
Evel bep bloaz e vo un oferenn e brezhoneg penn-da-benn e Naoned . Lidet e vo d'ar gwener 22 a viz kerzu da 7eur g-m : un oferenn da vare Nedeleg e vo. Daou veleg brezhoneger eus eskopti Naoned a laro an oferenn : Benoit Luquiau ha Guillaume Ar Floc'h .
Ar bloaz-mañ eo en iliz Santez Anna e vo lidet .An iliz-mañ a zo en ur c'harter e lec'h a zo en em gavet kalz a vrezhonegerien deuet eus Breizh-izel da labourat e Naoned. N'eus ket re bell zo ne oa ket rouez klevout brezhoneg war an hent. Deuit niverus enta.
■
Vos commentaires :
Naon-e-dad
Vendredi 27 décembre 2024
Laouen on o soñjal ez euz daou veleg gouestl da lidañ un overenn e brezhoneg e bro Naoned (n'eo ket ur scoop, hañ! Anavezet eo). Laouen on evit an Naonediz pe ar re a c'hello mont d'an Naoned..
.
Padal en tu all da Vreizh, e korn-bro Gemper da skouer, n'eus ket a overenn e brezhoneg ingal, nag ur wech ar sizhun, petra a laran-me, nag ur wech a miz kennebeut... Evit gwir, n'eus ket...nemet war zigarezioù disordinal....
.
Ha ne vefe ket moaien paouezañ gant an troc'h-mañ? Ha sevel un overenn lakomp ur wech ar miz ?
.
N'eo ket ar memes tra lenn «an Aviel» e brezhoneg hag e galleg.
N'eo ket ar memes tra lidañ kalon al liderezh e brezhoneg hag e galleg.
N'eo ket ar memes tra dibunañ ar bedenn «Hon Tad » e brezhoneg hag e galleg....
N'eo ket ar memes tra klevet ar gerioù «Korf hor Zalver» e brezhoneg eget reoù e galleg
.
Perak'ta? Rak kalz donoc'h ez a ar brezhoneg eget ar galleg, war an dachenn-mañ. Pa laran mat.
.
Soñjit' ta er chañs ho peus....tudoù!
.
Padrig
Vendredi 27 décembre 2024
Ya, chañs hon eus avat, met ur wech hepken ar bloaz n'eo ket kalz c'hoazh !
Naon-e-dad
Vendredi 27 décembre 2024
Mousc'hoarzh :-)
.
Ar pezh zo: ur gêr vraz eo Naoned. Bet on bet o vevañ eno ur prantad-pad. ___ Ouzhpenn-se, brav eo iliz Sz Anna, e karter Chantenay, dre m'eo bet kempennet, un toullad mat a vloavezhioù zo. ___ Evidon-me, ul lodenn eus dazont ar brezhoneg a zo e kerioù bras. Setu perak, a soñj din , e c'hellfe Kemper bezañ dezhi un overenn e brezhoneg, ur wech an amzer. ___ Din-me ez eo gwelloc'h stad implij ar yezh en iliz er Morbihan. Ma ne fazian ket, d'an nebeutañ.
Pcosquer
Vendredi 27 décembre 2024
@Naon-e-dad. C'hwi 'vat n'ouzit ket penaos e oa bet an traoù en eskopti Kemper goude an eil brezel bed! War an tu enep e oa deuet da vezañ tud Iliz Kemper... Siwazh deomp Kerneviz!
Eskob Gwened en doa anzavet e 2016 e oa bet dilezet ar brezhoneg gant an Iliz abaoe bloavezhioù 50 hag e vefe mat dont en dro war an hent boas evel ma oa gwechall... Tro-spered eskopti gwened a zo gweloc'h eget hini bro Gernev a-zivout dazont ar brezhoneg!
Naon-e-dad
Vendredi 27 décembre 2024
Ar gwir zo ganeoc'h: ne ouian ket penaos e oa deut da vezañ an traoù goude an eil brezel. Spontus, gwall-spontus eo ar pezh a lennan diwar ho pluenn. --- Hirio c'hoaz e vez dizoloet ur beleg-mañ-beleg e bro Gerne (mes a-orin ur vro estren, un hini europeek ar reter da skouer) hag a seblantfe bezañ a-enep ar yezh...Perak'ta? Me ne ouian ket! --- Klevet m'eus ivez ur beleg yaouank a orin afrikan speredek (ha kizidik ouzh an dachenn-mañ?), o lâred dirak an dud: ezhomm ho peus eus beleien gwisket e sevenadur ho pro. ---- A-hend-all, kelachoù m 'eus klevet: bez ez eus tud hag a soñj dezhe sevel un emgav diwar benn lidañ ha bevañ ar feiz e brezhoneg, a-benn an nevez amzer o tont. Da heul....
Gwilhmod
Vendredi 27 décembre 2024
E galleg pe e brezhoneg, ar memestra eo, pe e vefe graet en hor yezh pe en ur yezh all, gant ma vo komprenet ar yezh evel-just. War lec'hienn EAT ez eus ur studiadenn am boa graet dwb daoust hag eñ ez eus (e oa ?) ur speredelezh vrezhon. Un doare deomp hon-unan da reiñ meuleudi da Zoue. Meuliñ Doue en ur zoujañ da
«Spered ar yezh» (n'eo ket marmouzañ ar galleg) a zo un doare dibar d'en ober. Met ar memes Doue eo. Pouezañ a ra hor yezh (en abeg da betra n'ouzon ket, marteze levezon Misionoù an Tad Maner ne vefen ket souezhet) war HOR SALVER evit NOTRE SEIGNEUR. N'eo ket ar memestra. Moaien zo lavarout
«NOTRE SAUVEUR» hag
«HON AOTROU» : n'eus kudenn ebet. An holl blegoù e askre Mab-Den a c'hell ar brezhoneg displegañ. Met komzomp ivez eus hor c'hantikoù (ar re hengounel) a zo melkonius ha n'int ket kement e galleg.
Daoust hag eñ ez omp gouest c'hoazh
«da grouiñ sevenadur» katolik e brezhoneg, en ur genderc'hel gant hor speredelezh deomp-ni ? Hep azeuliñ ar brezhoneg met evelkent oc'h en em harpañ war ijin hor yezh da doullañ hentoù nevez trema trehontelezh Doue.
Pe e vefe er Mor-bihan pe e Penn-ar-bed ez eo aet da netra ar bastorelezh e brezhoneg, hag en Aodoù an Arvor eo memestra. Ne chom nemet hiniennoù. N'eus mui pobl vrezhonegerez gatolik ebet ken e Breizh abaoe pell 'zo. 1950 pe se.
Daoust da se ez on souezhet bras o welet kement a veleien vrezhonegerien. Plijout a ra din soñjal eo a drugarez d'ar bedenn da Itron Varia ar veleien a zibunan bemdez abaoe 25 bloaz bennak. Kaou Sanson, Daniel a Gerdanet, Bastian Davy, Lomig ar Floc'h, Mazhev Vannier, ha re all c'hoazh ha n'eus ket brezhonegerien vat anezho met a zo kontant da lidañ e brezhoneg, evel Erwan a Gêrvengi, Jean-Yves Muzelleg...
A-benn nebeut-tre a amzer ne vo ket mui a Oferenn vrezhonek e Trelevenez. Emañ Job An Irien e Kêraodren hiviziken ha Dominig Tepod n'emañ ket evit kenderc'hel ganti. Gwir eo emañ o chom 'tro Kastell-Paol a zo re bell.
Met n'emañ ket eno an dalc'h. An dalc'h eo ez eo gall an Iliz e Breizh. An dalc'h eo n'eus mui framm katolik a zoare ebet en Emsav abaoe drouklazh an Aotrou Perrot. Ne chom nemet hiniennoù. Ar re a zo beleien a zo sammet-dreist gant o zrevelloù. Eskob Gwened a aotre un oferenn ar miz... pa rank ur c'hatolik kemer perzh en Oferenn bep sul da vihanañ ! Met, gwashañ zo n'eus mui nemet hiniennoù ivez e-touez an dud en Emsav. N'eus ket mui peadra d'«ober kumuniezh». Hini Trelevenez 'oa an hini diwezhañ.
Met eus un dra all e ranker ober meneg anezhañ : hini enkadenn diarbarzh an Iliz (hep komz eus enkadenn an Iliz hec'h unan er gevredigezh vedelaet a vremañ, emled an dizoueadelezh, emled 'sevenadur an Ankoù gant diskar an holl frammoù a yae da ober ar sevenadurezh katolik e rez an tiegezhioù, e rez an diorroadurezh skolel, e rez an diouer a dud varrek, en ur ger an diouer a SENT).
Enkadenn diabarzh an Iliz a zo grevus-tre. Kavout a ra din eo ret d'an Oferenn 'giz a-raok, e latin. Di ez eomp-ni, gant peb a visal latin-brezhoneg. Kavout a ra din e ranker pediñ bemdez ar Rozera evit chom sonn, soubet er feiz, gwarnet dindan mantell Mari. Kaout ur vuhez kristen don, bemdez-Doue pediñ e brezhoneg ha magañ hon ene gant kement-tra a c'heller. Durc'hañ hor buhez penn-da-benn da skeiñ ouzh ar pal-se. An Oferennoù brezhonek a zeuio da heul.
Da c'hortoz, ar bloaz-mañ n'em eus gwerzhet nemet tri levr «Katekiz ar vugale»... e-skoaz 20.000 a zo da avielañ.
Deskomp 'ta bevañ santel ! Pep tra, da heul, a droio da vat.
Itron Varia Vreizh, pedit evidomp !
Voir le site
Naon-e-dad
Vendredi 27 décembre 2024
@Gwilmod
.
../... « gant ma vo komprenet ar yezh evel-just » a skrivit-c’hwi.
.
Pa glevan un tamm latin en em c’houlennan pere zo o kompren un dra bennak, hirio. Dre on bet desket war al latin e-pad meur a vloavezh e c’hellan kompren un tammig c’hoazh. Hag an dud all tro-dro-din en overennoù ? Rak-se on souezhet pa glevan tud hag a zo a-enep ar brezhoneg war zigarez ne gomprenont ket ar yezh. Ha diaes eo kompren gerioù er « Santel », da skwer ? Ha diaes eo keñveriañ ar gerioù hag ar frazennoù brezhonek p’emaint lakaet skoaz ouz skoaz war ur follenn-overenn ?
.
P’edon paotr bihan hag o veajiñ en trenioù, da vare ar vakañsoù, e lennen skritelloù e peder yezh dirak ar prenester (« Ne pas se pencher au-dehors », « Do not lean out of the window », « Nicht hinauslehnen », « E pericolo sporgersi »). Mod-se eo em eus komprenet e oa saozneg, alamaneg, italianeg, hep gouzout hiroc’h. Piv, e-touez ar veajourien, a gomprene etre Pariz ha Brest ? Piv en defe lavaret : « Opala ! Galleg n’eo ket se. Se zo a-enep ar Republik » hag all…Den ebet, evel-just !
.
Pep a overenn zo dija meur a yezh enni. Gerioù pe frazennoù en arameeg, en hebraeg, e gresianeg, e latin, ha ne vefe ket posubl lâvarout nemet un draig e brezhoneg ? Perak’ta ? Ha perak’ta, war ar marc’had, e vefe klevet a-wechoù kantikoù e spagnoleg pe e portugeg, pe me oar…, evel ma vefe chik ha cheuc ‘h, hañ, hag an dud-se war ar memes tro ne fell ket dezho klevout ur vrav ha gantik e brezhoneg, alies melkonius evel ma lârit.
.
Din-me ez eo mat kaout un tamm brezhoneg e-barzh un overenn, evel un takadenn oksijen. Pedenoù evel « Hon tad » pe « Ni ho salud Mari » pe an « Anjelus » a c’hell bezañ desket hag implijet gant forzh piv. Un doare eo ivez da vezañ liammet ouzh pobl ar vrezhonegerien aet da Anaon araozomp, pe da bediñ evite pe gante.
.
Evit ar pezh a sell ouzh ar brezegennoù, hag evit nompas koll an dud, n’eo ket diaes lakaat un tamm galleg amañ ha ahont. Job an Irien a oar ober-se mat-tre, bewech ma z’eus ezhomm.
.
Evit al lennadurioù pe an Aviel, perak ne vefe ket lennet e galleg en A-RAOK. Ma’z eo talvoudusoc’h. Mod-se e chomfe simploc’h evit tud zo selaou ouzh ar brezhoneg da heul…
.
Berrik-berr hag a-zivout ar yezhoù, posubl eo klask tra pe dra, hervez an dud a zo o kemer perzh en overenn evit ma z’aio mat an traoù…
.
Kontant e vo « Hor Zalver» !
Gwilhmod
Vendredi 27 décembre 2024
Gwelloc'h eo kompren ar pezh a vez lavaret e-pad an Oferenn. Anat eo. Koulskoude ez eus moaien kompren ar pezh a c'hoarvez hep kompren an holl gomzoù. Soñjal a ra din ez eo re «gefredour» (intellectuel) an Oferenn giz Paol VI. Re a gomzoù en holl. Kontet em eus 436 prefas disheñvel er misal nevez ha pevarzek Pedenn-veur ! En oferenn giz sant Pi V n'eus nemet ur bedenn veur, atav ar memes hini, evit ar memes sakrifis. Eeunoc'h eo. Ha n'eo ket dav kompren an holl gomzoù. Lezel ar mister da zont e sioulder hor c'halon pa glevomp komzoù sakr ar beleg e latin, a zo evel yezh an Neñvoù. Ar yezh etrefas etre an Douar hag an Neñv.
Notomp ivez eo un dra nevez a-walc'h giz misaloù evit ar fideled. Gwechall, en XIXvet kd an dud n'o doa misal ebet. Forzh penaos ar braz anezho ne ouient ket lenn. D'an iliz ez aent da selaou yezh hud an Iliz, al latin, hag o c'halon a gomprene ar pezh e oa prest da zegemer, harpet gant o c'hatekiz ha sarmonioù an oferenner.
Ha petra eo dav ober e-pad an Oferenn a-benn ar fin ? Atav ar memestra, setu n'eo ket diaes. Goulenn pardon evit hor pec'hedoù (en oferenn latin e vez dibunet teir gwech ar c'honfiteor, hag ar C'hyrie zo ivez) evit bezañ e stad da selaou mat Komzoù Doue (Istor Santel lennadenn an Testamant Kozh, hag ar pennad Aviel a veneg en oferenn latin kalz muioc'h a vurzhudoù eget en hini ordinal), meveriañ anezho gant sikour an homelienn. Diskleriañ hor feiz dre ar Gredo (na pa ve ken lavarout aze da Zoue e fell deor bezañ fidel d'E lezenn a garantez, tra-walc'h eo !), ha neuze azeuliñ Jezuz p'en em ro deomp dre sakrifis ha sakramant an aoter, disammañ hon askre diouzh ar bec'hioù a samm hor c'halonoù a sizhun da sizhun - evel tennañ e alan eo a-benn ar fin, pouezusañ prantad ar sizhun, pa ro deomp an nerzh, gras Jezuz, hini ar Spered santel, da genderc'hel gant hor buhez - ha trugarekaat. Kement-se holl, pa ouezer e gatekiz un tamm bennak, n'eo ket dav kompren a bezh yezh an Oferenn, evit ma rafe ur vad dreist deomp.
Met pa welan an dud a ya d'an Oferenn, ha pa vije en hor yezh, 'm eus aon, re alies ez eo diwar-c'horre an traoù-se en oferenn er mod ordinal. Kalz muioc'h em jeu en em gavan en oferenn latin, na pa ve ken dre ma c'hellan azeuliñ war benn va daoulin ha ma resevan va Salver war va zeod en ur serriñ va daoulagad gant ar brasañ devosïon. Komuniañ en e sav ha gant en e zorn, din-me n'eo ket ar memestra, tamm ebet, ha pa vije e brezhoneg. Gwelloc'h ganin neuze resev va Doue e latin, daoulinet ha war va zeod. Petra 'ri ?!