Penaos naetaat gwell al listri ?

Annonce publié le 24/11/23 11:40 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/58/58875/58875_1.jpg
Tangi, sevenour an abadenn, en deus desket penaos skaotañ al listri ! Erfin.
Fardañ ur soavon skaotañ / Faire un cake vaisselle ! - Made e Breizh (382 vues)

Hag anavezout a rit ar «https://www.brezhoweb.bzh/Farda-saovon-skaota-solud-made-breizh_fiche_4210.html» target=«_blank»>«Cake Vaisselle» ?

A-dreñv an anv saoznek / gallek-se e adkavomp produioù evit naetaat al listri... Met solut ! Doare soavon a-benn ar fin.

Setu ar pezh he deus kinniget Mari da g/Klariz evit ar rann eus Made e Breizh-se, an abadenn nemeti «Do It Yourself» e brezhoneg («Graet hoc'h-unan» e brezhoneg flour)

Tutoioù a bep seurt evit deskiñ penaos ober traoù er gêr. Hag ouzhpenn-se e vez desket traoù a-bouez er vuhez war ar bemdez en abadenn-se.

Da skouer, ma fell deoc'h gouzout hag-eñ eo mat da zebriñ produioù skaotañ al listri, sellit ouzh «https://www.brezhoweb.bzh/Farda-saovon-skaota-solud-made-breizh_fiche_4210.html» target=«_blank»> ar video-se.

Pe 'mod all, e c'hellit deskiñ penaos fardañ krampouezh hep gaz na tredan en ur glikañ «https://www.brezhoweb.bzh/Farda-krampouezh-mod-kozh-made-breizh_fiche_4181.html» target=«_blank»>amañ. Ha sur a-walc'h e servijo, evel hon eus gwelet n'eus ket pell 'zo.

An holl rannoù eus «https://www.brezhoweb.bzh/Made-breizh_365.html» target=«_blank»>an abadenn-se 'vez istitlet e galleg hag e brezhoneg.

Evel-se e c'hell kompren bep hini !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 5 ?