Pinvidik ar blatell, treut niver an arvesterien, met ne vern. Gant eizh skrivagner.ez bodet e Karaez e oa bet 'pad un eurvezh hanter un daol grenn dedennus
Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale : 60 skrivagner.ez gant 182 levr, 65 priz ar vugale, ha 117 Priz ar Yaouankiz e-pad ugent vloavezh, votadegoù 11511 skolajiad ha skoliad, an holl skolajoù DIwan, un 50 bennak ar skolioù er vro, skolajoù ha liseoù publik ha privez ivez. Nag a dud, nag a nerzh, douget gant an daou o doa krouet ar priz, eus kevredigezh Féa ha Keit Vimp bev. 20 levr pep bloaz war ar stern (an dek nevez, hag an dek lennet er skolioù). Met echu eo an avañtur. Ret eo neuze gwelout penaos mont war raok.
Gant Gwenola Coic e oa prientet an abadenn : atersadennoù skolajidi Diwan Plijidi o tisplegañ e oant dedennet gant ul lennegezh a sell outo, gant gerioù nevez (met pas re), romantoù gant istorioù fromus, evit prederiañ met evit huñvreal ivez. Heroik faltazi, mollac'h a zo ken pouezus (Uisant Crequer gant Gwad ar grannared, pe Paol ar Meur gant romantoù a vesk amzer ar Gelted kozh ha teknoliegezhioù nevez) ha romantoù a gont istorioù buhez (Mayot kontet gant Laurence Lavrand, Plogo, ar repuidi, pe an eil brezelbed e Boneur kontet gant Gege Gwenn da skouer).
Ne vo ket ken eus Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale evel gwechall.
Aozet eo bet ar bloaz mañ an daou briz gant levrioù embannet dija, hag o doa graet berzh e-pad ugent vloaz.
Hag an dazont, emit-hu ? Bodañ buan an dud a embann e brezhoneg, ober stad an traoù (lennegezh ar yaouankiz, lennegezh ar re deuet, troidigezhioù) evit gallout kalonekaat ar c'hrouiñ lennegel e Breizh hag e brezhoneg. Arabat chom etre daou : stummañ lennerien e brezhoneg a grog gant ul lennegezh a galite met kroueet e brezhoneg. Trein oberennoù gwellañ al lennegezh etrevroadel, ma vefe evit ar re vras pe evit ar re vihan ne c'hello ket krouiñ ur remziad skrivagnerien ha lennerien emren... Pa oa Laurence Lavrand o skrivañ istorioù Mayot evit bugale Mayot se oa evit adrein dezho ul lennegezh a selle outo, ouzh buhez tud munut, gwelet a-bell gant stad bro Frañs. Deomp-ni skrivagnerien da skrivañ e brezhoneg ha da sikour, skoazell, ar c'hrouiñ : stalioù skrivañ er skolioù, skolajoù, liseoù, skol veur, Esspe, menneget gant Malo Bouessel du Bourg da skouer.
Ha live brezhoneg al lennerien ? Penaos lenn un istor pa vank re a c'herioù ? Penaos skoazell al lenn gant enrolladennoù (50% eus ar 170 levr Priz ar vugale ha Priz ar Yaouankiz a zo bet enrollet, lod pe penn da benn, ha ret e vo kenderc'hel gant ar striv-mañ) ? Filmoù ivez a lak ar re yaouank da lenn al levr (cf Harry Potter da skouer). Dastumadegoù «aes da lenn» ivez a c'hell sikour anezho. Ha lennegezh lakaet war wel, aes da selaou (ret eo lakaat arc'hant en «audiolivres» a vez aes da selaou war an hent tizh, an hent houarn, o keginañ).
«Emaomp holl o teskiñ brezhoneg» en doa lavaret tud an daol grenn. Ret eo, holl asambles, ha ket kein ouzh kein (giz vez graet gant «afer» ar bezhin glas, pe trede priz Kristian ar Braz), evit mad hol lennegezh, evit lenn traoù brav, fromus, dic'hortoz, fentus...
■