Bezhin glas : n'eo ket echu an afer

Reportage publié le 27/10/23 19:48 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia
t:1
https://abp.bzh/thumbs/58/58712/58712_1.jpg
Tugudal Karluer hag "afer" ar bezhin glas (383 vues)

Setu respont Tugdual Karluer, cheñchet a galz e droidigezh gant an difazierien. Pegen dipitus eo !

Kazetenner e RKB (Radio Kreiz Breizh) eo Tugdual Karluer, abaoe pell. Plijout a ra dezhañ reportajoù gant stourmoù evit an en dro, ar yezh, an diorren padus, Kernitron al lann, ar repuidi... Alies e vez implijet e vikro gantañ evit reiñ da c'houzout kudennoù liammet gant al labour douar e Breizh ha kudennoù saotradur an dour, an douar...

Setu, n'eo ket souezhus e vefe fiziet ennañ ar c'harg da dreiñ ar vandenn treset skrivet gant Inès Léraud, bet graet ganti ur film nevez zo war an hevelep sujed : ar bezhin glas.

Met pegen souezhet e oa bet Tudu o tizoleiñ e oa bet cheñchet a galz an droidigezh bet embannet gant "Le Temps" ! Skarzhet ar "gallegadurioù", diverket an troioù lavar bro Dreger...

Amañ er video e komprener gwelloc'h penaos oa bet graet an traoù.

Ha bedig bed ar brezhoneg, ken bihan dija, oc'h en em drailhañ adarre evit kudennouigoù yezh, e lec'h rein un destenn difaziet met gant blaz saourus tud bro Dreger a zo evit ar poent ar re a gas ar yezh war raok, bemdez, ma vefe e gouelioù Kawan, e bed an embann, e bed ar sonerezh, e bed ar radio, ar sevenadur, an diorren padus...


Vos commentaires :
Mercredi 8 mai 2024
Trugarez da vezañ kinniget ar video-mañ da lennerien ABP. Klevet ha gwelet Tugdual Karluer a zegas da soñj ez eus un den eus an troour, un ene hag ur spered a ranker doujañ outañ.

Un den mat e seblant bezañ. Meizañ a reer a-walc'h eo bet gloazet gant an tagadennoù a zo bet taolet outañ. Perak tagañ an den e lec'h komz sioul eus al labour en deus graet ? Hervez ar mod n'en deus ket bet tro da lavaret e soñj war an droidigezh embannet.

Gant ma ne vo ket digalonekaet gant an afer-mañ, ezhomm hon eus anezhañ evel brezhoneger ampart hag evel den.

0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.