Un abadenn nevez gouestlet d'ar c'hoarioù-taol !

Annonce publié le 13/10/23 16:38 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/58/58607/58607_1.png
Displegadennoù aes hag efedus evit sikouriñ ac'hanoc'h kompren ar c'hoari !
Penaos C'hoari ? - Lost Cities Duel (339 vues)

Florent ha Nikolaz a ginnig deoc'h ar c'hoari-taol «https://www.brezhoweb.bzh/Lost-cities-duel-penaos-hoari_fiche_4167.html» target=«_blank»>«Lost Cities Duel», ur c'hoari a-feson evit daou c'hoarier, evit tremen prantadoù plijus e brezhoneg 'ba 'r gêr pe gant ho mignoned.

Setu rann gentañ «https://www.brezhoweb.bzh/Lost-cities-duel-penaos-hoari_fiche_4167.html» target=«_blank»>«Penaos C'hoari ?» (ha rann nemeti evit poent), un abadenn gouestlet d'ar c'hoarioù-taol da welet war «https://www.brezhoweb.bzh/Lost-cities-duel-penaos-hoari_fiche_4167.html» target=«_blank»>Brezhoweb ! Ar pal 'zo kinnigiñ deoc'h c'hoarioù aes d'ober e brezhoneg.

N'eo ket nemet ur «pilot» ma faot deoc'h, lârit deomp penaos ho peus kavet ar rann, petra 'zo da wellaat ha dreist-holl ma plij deoc'h seurt abadennoù, pe pas !

Gortoz a reomp hoc'h alioù !

Un abadenn istitlet e galleg.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 4 ?