Un dresadenn-vev nevez war Brezhoweb evit an distro-skol

Annonce publié le 6/09/23 8:24 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/58/58313/58313_1.jpg
Alis ha Lewis war Brezhoweb
Alis ha Lewis en breton (334 vues)

Brezhoweb a ginnig deoc'h un dresadenn-vev nevez flamm evit an distro-skol 2023 ! Alis ha Lewis , awenet gant troioù-kaer Alis e Bro ar Burzhudoù, a zo da welet er mare-mañ war Brezhoweb. 52 rann, 11 munutenn pep hini, a vo skignet war Brezhoweb a-hed ar bloavezh skol, ha da welet evit netra 'giz boaz. Un dresadenn-vev a-feson evit ar vugale adalek 4 bloaz.

Klikit amañ a-benn gwelet ar rannoù kentañ

An heuliadenn berr-ha-berr :

Pa ’c’h a Alis da Vro ar Burzhudoù, ne oar ket gwech ebet peseurt doare tro-gaer a vo bevet ganti ! Kouezhañ en oabl, dastum Fleur an Didrouz, treuziñ Traoñienn an Noz, tec’hel kuit diouzh ar C’haktuzaigoù… Pa vefe prederiet gant un dra bennak er bed gwir pe pa ’c’h afe gwall vat ganti, ingal eo, mont a ra da gaout Lewis, he frei gwellañ. Ha dalc’hmat e vez-eñ prest da frealziñ anezhi, da souezhiñ anezhi pe da lakaat anezhi da c’hoarzhin. Hag ar c’hontrefed !

Pezh zo sur eo n’eo ket alies e c’hall distign an daou frei : ar Rouanez ne vez ket pell gwech ebet ! Ha da c’houll groñs kaout ur wastell kaotigell koumoul n’eus ket diouti, da embann ec’h eo ret aozañ ur fest n’eo-ket-echu-ma-bloaz, da roiñ urzh da Alis da vezañ he freiez wellañ dezhi… Ma, sklaer awalc’h, soñjoù souezhus e-leizh he dez ar Rouanez forzh penaos ! Ha bezañ zo deus ar breurig Touidi hag ar c’hoarig Touidoum ivez. Kap eo an daou-se da zont da bediñ Alis ha Lewis d’ur safari Touimoutigoù – ar boudoù ront hud-se a vev e Bro ar Burzhudoù – ; da gempenn o zi-rodell ; da aozañ ur redadeg mailhed ouez… Ha ne vefe ket brav ankouaat zo ivez deus Charlig, niz ar Rouanez, deus Chester, ar c’hazh-nij, deus Dodig an dodo, deus ar Strobilevraoueger, deus Tugino…

Ma, komprenet pep tra ganeoc’h : plijadur e-leizh o dez Alis ha Lewis dalc’hmat, hag eürus e vezont bewech o’n em gavet o-daou e Bro ar Burzhudoù !


Vos commentaires :
Naon-e-dad
Vendredi 22 novembre 2024
Aliiiiis !. Me zo sot ganti !
.
A ! Humm…n’eo nemet un dudenn dresadenn-vev… ! ? Gwazh a se, neuze.

Brav ar pennad-mañ e yezh….


Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 7 ?