Ul labour dreistordinal : Molière adlennet gant Nolwenn Korbell

Reportage publié le 25/08/23 22:58 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/58/58274/58274_1.jpg
Ur brezegenn a lak Molière da vout bev, da vat !
Ni eo Molière (331 vues)

Filmet gant Youenn Chapalain e Kemper, skignet gant Fr3, ur brav a labour a zo bet kaset gant ar skipailh evit diskouez al labour soutilh kaset gant ur gomedianez dispar !

Ur brezegenn, ur gentel lennegezh, un istor e lec'h e vez diskouezet ur Molière a gomz e brezhoneg, hag a gan Lulli, hag a ra goap ouzh an doare da welout darempredoù hon eus gant ar c'hoariva klasel.

Kalite ar brezhoneg, ar c'hoari, ar chenchamantoù imor, mouezh, ... ul labour a rank bout gwelet gant ar muiañ niver a vrezhonegerien ha nann-vrezhonegerien.

Trugarez, ha gourc'hemennoù da Nolwenn !


Vos commentaires :
Alan G
Mardi 19 novembre 2024
Mil drugarez da Nolwenn Korbel ha d'ar re o deus kemeret perzh evit sevel an abadenn-se ! Daoust hag-eñ e vo c'hoariet c'hoazh en amzer da zont ? Prest on d'ober hent evet gwelet ha selaou ar gomedianez dispar-se war al leurenn.

Trugarez ivez da Gerne Multimedia evit hol lakaat da zizoleiñ teñzorioù evel hemañ.


Per Vari Kerloc’h
Mardi 19 novembre 2024
Pep tra zo bet lavaret. 'michañs e vo c'hoariet pelloc'h c'hoazh gant Nolwenn Korbell, enni danvez ha mestroniezh ur wir a gomedianez. Da welet ha da selaou !

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 2 ?