Un droig e Kernev-Veur

Compte rendu publié le 10/08/23 14:28 dans Interceltisme par Émile Granville pour ABP
t:1
https://abp.bzh/thumbs/58/58229/58229_1.jpg
Karr-boutin e Truro

E deroù miz Eost e oan bet oc’h ober un tamm tro e Kernev-Veur. Ur veaj e miz Du e gwirionez, kemend-all a c’hlav hag a avel a oa bet e-pad un nebeud devezhioù. Ne ra forzh, ne ‘z aer ket en tu-all da Vor-Breizh evit kaout amzer vrav. Bevennet mat eo an harzoù etre Kernev-Veur ha Devon. Eus Plymouth e raer ur c’hammed dreist traonienn an Tamar ha pa zistroer eus hor bro geniterv e ranker paeañ 2,6 £ evit gallout tremen dre ar pont. N’eo ket dizalc’h Kernev-Veur diouzh Bro-Saoz avat.

Plymouth, Saint-Austell, Truro, Penzance, Saint-Yves, Newquay, Tintagel, Launceston, setu an arsavioù pennañ am boa graet. Strakal a ra an Union Flag en avel e pep lec’h. Seul ma tostaer d’an aod - e lec’hioù touristeloc’h, anat eo - seul ma spurmanter ar Gwynn ha Du, kroaz wenn war ar maez du. « The Cornish flag is an exact reverse of the former Breton national flag (black cross on a white field) », a c’haller lenn war ur blegfollenn douristerezh. Kejet em boa dreist-holl ouzh touristed eveldon - Saozon anezho moarvat -, met ivez ouzh implijidi stalioù zo. Diouzh am eus komprenet ne seblante ket dezho bezañ splann e vije Kernev-Veur distag diouzh Bro-Saoz. Div wezh zoken em boa bet ranket resisaat edon o pourmen e Kernev-Veur ha ne oa ket e Bro-Saoz. Unan koulskoude e oa sklaer dezhañ e oa Kernev-Veur ha Breizh broioù keltiek anezho. Un den e oan en em gavet gantañ e Plymouth, skosat e oa !

An heuliad skinwel Poldark a oa bet lakaet gantañ ar gouloù war Gernev-Veur hag ur blijadur eo da galz a dud mont war roudoù Ross Poldark ha Demelza Carne, e lec’hioù ma oa bet filmet taolennoù eus fin an XVIIIet kantved. Leun-chouk e oa dres porzh Charlestown (Porthmeur e kerneveg). Festiñ a rae an dud disoursi evel pa vijent bet e amzer gozh Poldark. Un tamm evel e Breizh, gant tud ar vro o prientiñ boued. N’em eus ket gwelet kalz a douristed estren paneve e Land’s End, e penn Kornôg ar vro. Dont a ra aze tud eus ar penn all eus Eurazia evit tennañ poltridi dirak ur banell a ziskouez emeur 3147 mile alese da New-York ha 874 mile da John o’Groats (e Norzh pellañ eus Bro-Skos).

Eus un tu, gwelet em eus Kernev-Veur war c’horre, gant daoulagad ur vakañsour. Eus un tu all, gwelet em eus ar pezh a fell da dud ar vro e vije gwelet gant an diavaezidi. War bouez cornish pasties, seurtoù kebab a zebre ar vengleuzerien gwezhall, n’em eus ket gallet tañva meuzioù dibar eus ar vro. Kinnig a ra ar pretioù toazennoù italian pe asiedadoù mod gresian, fish and chips ha forzh bouetadur prim a gaver e pep lec’h. Ne gaver ket kennebeut sonadegoù pe dañsadegoù eus ar vro pa glasker titouroù e tier an douristed, hag evit pezh a sell ouzh ar c’herneveg e tleer furchal mat.

E meur a lec’h em eus gwelet kroazioù keltiek, er beredoù met ivez e lec’hioù foran evit enoriñ ar re varv er brezel bed kentañ evel e Launceston, e Saint-Austell hag e Saint-Yves evit ar re varv en eil brezel bed. Klasket em eus ivez roudoù skrivet e kerneveg. Ur sturienn am eus kavet ouzh talbenn ur savadur dindan ur skoed ardamez, ul lestr engravet ennañ, war ur blasenn foran : « Ro [roue] an mor hag an tir », e Saint-Austell. E Penzance ez eus anvioù straed divyezhek, da skouer : « Coinagehall street / Stret an koyn ». Ar c’herneveg a zo skrivet bihan-tre dindan ar saozneg avat. En ul levrdi, e Penzance, em eus kavet ul levrig diwar-benn anvioù-lec’h eus Penwith (penn pellañ eus ar c’hourenez). Kavout a raer da skouer : Baldhu (mengleuz du), Balmynhear (mengleuz ar maen hir), Bodwen (bodwenn), Carwin (Kêr wenn), Hengar (Hen gkêr), Angarrack (ar garreg), Chykembro (ti ar c’hembread), Tywardreath (ti war draezh), Treneglos (trev [gant ar ster feurm e kerneveg] an iliz), hag all. Trawalc’h kaout un nebeud alc’hwezioù evit en em santout er gêr ! En Norzh, e Launceston, Lanstefan e kerneveg, em eus kavet en iliz ur blegfollenn e kerneveg o tisplegañ istor an iliz. « Kedlow a-dro dhe eglos », a c’haller lenn evit kregiñ ganti.

Bevañ a ra Kernev-Veur dreist-holl diwar al labour-douar, ar peskerezh hag an touristerezh. Un implij diwar bemp sañset evit an touristerezh. Hogen, n’eus ket menez hep deval, ken ma teu da vezañ diaes-tre da dud ar vro kavout lojeiz. Enkadenn al lojeiz a zo du-hont ken gwazh all hag amañ e Breizh war an aod. E Newquay, da skouer, e oa bet skarzhet tud zo eus o ranndioù evit ma vijent feurmet da vakañsourien. Kresket eo bet ar prizioù eno ken ne c’hall ket kenwerzhourien kreiz-kêr zoken prenañ ul lojamant. Divizet en deus ar c’huzul-kêr ne vo ket mui savet tier nevez paneve evit bevañ enno e-pad ar bloaz. Hogen, un dregantad dister eus al lojamantoù eo. A-dreñv ar c’hartennoù-post e tiviner kudennoù kevredigezh ha kengred ivez. Ar charity chops a zo niverus hag an ilizoù zo lec’hioù kenskoazell. E Newquay, ur wezh tremenet treuzoù an iliz methodist, reut ha strizh ar savadur anezhi, en em gaver evel en ur herberc’h leun a vuhez ennañ : tud ouzh ar c’hontouer evit ho tegemer, un ti-debriñ, ul lec’h c’hoari, ur vagouri, ur c’horn evit gwriat, ha marteze a-walc’h ur c’hornig all evit pediñ.

Anavezet e voe Kernev-Veur evel broad e 2014 gant ar gouarnamant breizhveuriat. Abaoe 2009 emañ dindan melestradurezh ur C’huzul politikel nemetañ hag a c’hallo, en amzer dazont, kas an traoù war-du muioc’h a emrenerezh emichañs. Kreskiñ a ra ar boblañs enni, gant 570 000 annezad e 2021 war 3563 km2, da lavaret eo 160 a/km2 (evit keñveriañ : Aodoù an Arvor, 603 640 annezad e 2020 war 6878 km2, 88 a/km2). Ur statud ofisiel a zo bet roet d’ar c’herneveg ivez. Gallout a ra bezañ kelennet er skolioù hag arc’hantaouet gant arc’hant publik. Nag a galon evit adsevel ar c’herneveg da vev ! Nag a chañs hon eus pa ‘z eo bev ar brezhoneg ! Sur a-walc’h o deus ar vrezhonegerien hag ar gernevegerien da zeskiñ an eil re digant ar re all e pep keñver.

Emile Granville, 10/08/2023


Vos commentaires :
Samedi 11 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.