Plas ar brezhoneg e kollogoù diwar plas ar brezhoneg : ur skouerenn
Reportage publié le 6/08/23 0:32 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
Herve Bihan o klozañ an abadenn (182 vues)
Ma ne vefe ket bet ur studierez yaouank ha Herve ar Beg o kinnig e vefe studiet istor Vreizh e brezhoneg hag e vefe komzet brezhoneg pa oa troourien ampart evit trein gant ar selaouelloù roet d'ar berzhidi... ne vefe ket echuet mod-se ar c'hollog...
O sevel e oa ar plac'h yaouank, fromet da gaozeal diwar kement a dud e kollog An Oriant «n'em eus ket studiet istor Vreizh e skolioù Diwan» heuliet buan gant Herve ar Beg «Amañ war al leurenn e oa ur bern tud o kaozeal eus ar brezhoneg o komz e galleg, ha koulskoude e oa tud kad da drein gant ar selaouelloù» (daou jubennour a-hed an devezh), te Herve Bihan, te Rozenn, ha kement zo tout..."
Ha da heul setu ur bern tud o kaozeal brezhoneg, ha klozadur ar c'hollog graet gant Herve Bihan, prezidant an abadenn, en un doare dic'hortoz, ha ne oa ket bet komprenet gant an dud a grede e vefe graet pep tra... en galleg. Gwir eo, goude prezegenn Ministr kentañ Bro Gembre, start e oa embann e oa ret komz muioc'h brezhoneg... en galleg.
Evit a sell Istor Breizh, dre-chañs hon eus kelennerien dispar, evel Padrig an Habask, Rafael Urien pe c'hoazh Klaod an Duigou, skrivet gante levrioù brezhonek dave diwar-benn istor ar Vro. Ha Herve Bihan! Gallet en dije tremen e amzer oc'h embann levrioù gallek didalvez, dizehan... met nann! ur gwir penn breton zo anezhañ, ur stourmer, ne skuizh morse! hag a-drugarez d'e labour ramzel e c'hell Yann ha Katell vrezhoneger lenn hag adlenn e «Istor ar C'hrennvrezhoneg» e pemp levrenn. Ra vint holl trugarekaet evit o labour ken prizius.
Naon-e-dad
Jeudi 21 novembre 2024
Me, n’am eus ket komprenet un dra : perak n’o deus ket komzet ar re a ouie brezhoneg (Rozenn Milin, Herve Bihan, …) e brezhoneg dirak an holl ? Cheñchet e vije bet penn-da-benn an aergelc’h. Plijus evit ar vrezhonegerien, iskis pe « ekzotek » – a-vaez-bro !? - un tamm evit ar re all. Ne vern, rak ar c’houplad a droourien evel just. . Abred a-walc’h ez eo deuet da vezañ anat da Yann a C’hollog ma veze ul lodenn souezhus (ha ne oa ket dister anezhi) eus ar berzhidi hag a ouie ar yezh. . Sklaer eo ivez ne veze ket a selaouelloù evit an holl (ret e vije bet goulenn anezhe pa oa poent en em enskrivañ, a-raok ma grogfe ar FIL. Hag ouzhpenn-se, dav e oa nompas ankounac’haat degas ur gartenn CNI evit amprestañ anezhe -). . Din-me, ur wech all e vo talvoudus ha normal kinnig selaouelloù d’an holl. Ha da heul leuskel ar brezegennerien war al leurenn hag a oar ar yezh (n’int ket niverus) ober ganti dirak an holl. Ma z’eus tud hep selaouelloù er sal, dezhe da zigeriñ o divskouarn evit dizoloiñ ha degemer sonerezh dudius ar yezh. Ur skiant-prenet brisius ha nevez – kredapl-braz - e vo evito. . Evit echuiñ war an dachenn-se, ar pep pouesusañ en abadenn-mañ eo e oa istitlet e galleg (ket e brezhoneg ivez ?) atersadenn video Sir Barry Cunliffe.
Sten Charbonneau
Jeudi 21 novembre 2024
Naon-e-dad, N'ouzon ket ket piv out, ha ne blij ket din toullañ kaoz gant an dud ha n'o deus ket lâret din piv e oant. Met moarvat e anavezan ac'hanout c'hoazh. Jubennour on bet a-hed an devezh, o labourat gant Amanda Grey he deus graet ul labour eus ar c'hentañ evit treiñ e Saozneg pe e Galleg a bep eil. Perak n'o deus ket komzet Brezhoneg prezegennerien zo ? Goulenn diganto, o choaz dezho e oa, pa oa bet lavaret gant izili SUV e vefe bet posupl dezho en ober, ha troet e vefe bet o c'homzoù gant ar jubennourien eno. Selaouelloù a oa evit an holl re o doa goulennet : ker-ruz e koust ar binviji, ha goulenn 150 pe goulenn 500 selaouell n'eo tamm ebet ar memes priz. A-bouez e oa neuze da bep hini lakaat e anv ha goulenn ma oa ezhomm kaout ur benveg pe get. Evel-just e vefe bet dedennus, sirius hag entanus kaout dirak an holl , lod eus ar prezegennoù en hor yezh, rak deomp-ni eo, he ne vo implijet gant den ebet all ma ne reomp ket ni hon-unan ! Evit klozañ, dedennus-meurbet e oa komzoù Sir Barry Cunliffe, gwir eo, ha ret eo lenn e levrioù bremañ ! A galon,