Priz ar vugale : Laurence Lavrand trec'h gant "Manegoù ar re CP"

Reportage publié le 3/07/23 19:57 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/58/58038/58038_1.jpg
Ar vugale gant Paskal Hervio ha Laurence Lavrand, o lidañ 15 bloavezh Priz ar Yaouankiz
Laurence Lavrand, skrivagnerez evit ar yaouankiz (45 vues)

Skol Kommanna dilun 3 a viz Gouere. Tostaat a ra ar vakansoù, tri devezh c'hoazh. Erruet war ar porzh daou skrivagner Priz ar vugale da welout ar voused.

Priz ar vugale 2023 : 141 bugel o kemer perzh eus skolioù Diwan Kommanna, Diwan Kemperle, les Marsauderies Naoned, Diwan Kemper Kerfeunteun, Skol ar ROc'h Morvan, Skol Diwan Brest, Diwan Lannuon, ha skol Kervilin Molan. Aet eo ar maout gant «Manegou ar re CP3, gant 30% eus ar mouezhioù (Laurence Lavrand), heuliet gant Fulor ruz ar skeudoù du (Fulupig an Du, 26%), Moichin (Paskal Hervio, 23%) ha »Ar roñfl ne blije ket dezhañ ar vakansoù" (Ewen Jacq, 21%).

War ar foto : klasad Diwan Kommanna gant Laurence Lavrand, Paskal Hervio hag ar skolaer, Clyde Dlugy Belmont, skrivagner ivez !

Istor Laurence a gont buhez pemdeziek ur c'hlasad met gant ur boelladenn un tammig ispisial : implij un dorn hepken evit labourat ha c'hoazh, un dorn gwisket gant ur maneg... Abalamour da betra ? Lennit evit gouzout hiroc'h. Pa oa bet kontet penaos e oa deuet ar mennozh dezhi, fromet hag aketus-bras oa bugale klas ar re vras...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 0 ?