Tud an Ofis, tud ar ar radioioù, ar rouedadoù, tud bro Gembre : fonnus ha pinvidik e oa an teir platell pedet e Langonnet evit GBB, e brezhoneg penn da benn, hag e kembraeg/saozneg ivez
Deus petra oa kaoz ar bloaz-mañ ?
Deus bed an niverel e brezhoneg. Gant Brezhoweb e oa bet kroget ur maread nevez, kar a-raok e oa kalonekaet hag arc'hantaouet raktresoù e bed an embann kentoc'h evit ar brezhoneg. Met petra zo degouezhet dibaoe ? Gant Tik Tok, Insta, Facebook, pelec'h emañ ar brezhoneg ? Ha pellgomzer hezoug ar re yaouank a gomz brezhoneg ? Ha posubl e vefe ?
Arc'hantaouiñ, micherelaat ... Atav e vez klevet ar memes arguzennoù. Ha kopiañ tud bro Gembre, bro Euskadi... E(lec'h emañ kalz muioc'h a arc'hant postet evit ar yezhoù minorelaet, gwasket. Hag e Breizh emit-hu ? Hir eo an hent c'hoazh, ha koulskoude... Gant volontez vat e c'hellfer mont pell, ha dreist holl gant ur youl bolitikel a vank e devezh a-hiziv, gant ma vo intrudu politikerien, tud a vicher, tud ha youl-vat, yaouank ha kozh, kazell-ha-kazell, o lakaat muioc'h a vrezhoneg e vuhez foran, gant plijadur, gant nerzh ha gant ur spered krouiñ traoù nevez a sacho muioc'h a dud e Langonnet.
Daoust d'ar youl, d'an aozadur direbech, e c'hellfe seurt gouel degemer, evel e bro Euskadi pe e bro Gembre 50 000 a dud (betek 200 000 evit an Esteffod e Kembre, 200 000 e festoù Nafarroa, da skouer. Gant ma vo ar Vretoned aktourien o yezh hag o sevenadur, da vat !
Met arabat klemm : gourc'hemennoù d'an aozerien, ha brav e oa ar preder hag an emgavioù diwar-benn ur sujed ken pouezus evit dazont hor yezhoù.
■