" Ar bed 'zo bet lakaet war an hent fall " Anna-Vari Treger, enklaskourez er GIEC

Annonce publié le 20/06/23 15:53 dans Environnement par Florent Grouin pour BREZHOWEB
t:1
https://abp.bzh/thumbs/57/57965/57965_1.png
Anna-Vari Treger a zispleg deomp ivez petra eo efed an dilaoskennoù CO2 war foñs ar mor.
Anna-Vari Treger (Ar GIEC hag an hin) - Pennad Kaoz (340 vues)

Anna-Vari Treger 'zo, etre traoù all, renerez enklaskoù er CNRS arbenniget war ar redoù-mor ha labouret he deus evit ar GIEC.

Klask a ra kompren gwelloc'h cheñchamant an hin hag al liamm etre ar CO2 en aer hag ar cheñchamantoù er mor.

Lakaat a ra ar gaoz war al labour graet evit ar GIEC, ar pezh a c'hoarvez er mor a gaoz d'ar cheñchamant hin.

Penaos 'vo an dazont ha petra 'zo posubl d'ober c'hoazh evit cheñch hent a-raok ma vefe re ziwezhat ?

An abadenn Pennad Kaoz, un abadenn istitlet e brezhoneg.


Vos commentaires :
Lundi 13 mai 2024
Souezhet on o welet pegen barrek eo an dud aterset ganeoc'h e-barzh Pennad Kaoz. Biskoazh n'em bije soñjet e vije ur Yann brezhoneger bennak e-barzh ar GIEC, idem gant tud all ho peus aterset war al labour-douar hag ar skiantoù, gourc'hemennoù evit lakaat war-wel tud gant kement-se a varregezhioù, evit interest an abadenn kement hag evit arouez ar yezh !
0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.