Bodet er Releg,votet o doa ar re yaouank evit Paol ar Meur hag evit Loig Kampion e 6vet/5vet klas. Setu lizher Loig ne c'helle ket bout ganto diriaou.
Leun a varzhoniezh eo «Sekred ar feunteun vurzhudus», un dastumad tri istor e lec'h e vez kontet istorioù a vremañ ha mojennoù gant ur roue, ur briñsez... met ar fin ne c'hell ket bout hengounel tamm ebet ! Deoc'h-c'hwi da lenn ! Setu e lizher :
«Skolajidi gaezh, tudoù kaezh,
Da-gentañ tout, digarezit ac’hanon rak n’emaon ket en ho touesk hiziv evit abadenn-lid Priz Ar Yaouankiz. E-kichen Marsilha emaon er mare-mañ evit kemer un tamm amzer diskuizh.
Da eil em boa c’hoant da lavarout deoc’h on bet enoret-kenañ o kemer perzh er genstrivadeg-mañ. Trugarez-vras d’ar juri evit bezañ roet din ar chañs da gonkouriñ !
A-viken on bet sot on gant lennegezh evit ar re yaouank ha kontadennoù hengounel ; ha muioc’h c'hoazh abaoe m’on bet gouest da skrivañ istorioù bihan e brezhoneg.
Spi-bras am eus ho peus bet holl, skolajidi gaezh, plijadur o lenn an danevelloù diwar Bleizig, Alba hag Anna, diwar an den kozh hag e vanne kafe, ha diwar al labous e bigos aour.
Un nebeud gerioù diwar-ma fenn. Genidik eus Bro-Dreger on hag e Naoned emaon o chom bremañ. Medisin en ospital on. Desket em eus Brezhoneg gant Kentelioù an Noz pemzek vloaz ‘zo.
Salv ma vo en ho touesk skrivagnerien nevez, tudoù donezonet evit lakaat al lennegezh e Brezhoneg da ziorren c’hoazh. Sur eo ha n’eo ket marteze !
Trugarez adarre ha kenavo d’an holl,
Loig»
■