Un arload podkastiñ e brezhoneg gant an holl bodkastoù e brezhoneg e-barzh

Annonce publié le 6/06/23 9:02 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/57/57857/57857_1.jpg
An holl bokastoù e brezhoneg kinniget gant Florent Grouin.
Un arload podkastiñ e brezhoneg ! Une appli avec tous les podcasts en breton (695 vues)

Penaos kaout un arload podkastiñ e brezhoneg, gant an holl bodkastoù e brezhoneg e-barzh ? Sed aze ar pezh a ginnig deoc’h Florent.

Keleier, kontadennoù, kronikennoù berr ha farsus, atersadennoù hir ha don, abadennoù skiantel pe relijiel, pe c'hoazh podkastoù diwar-benn ar c'hoarioù video... Bez ez eus ur bochad podkastoù e brezhoneg, met alies a-walc'h e vez kollet an dud ha ne oaront ket penaos o selaou ha pelec'h.

Setu perak e vez kinniget deoc'h gant Florent roll an holl bodkastoù e brezhoneg, hag un arload (e brezhoneg mar-plij ganeoc'h) evit ouzhpennañ ar podkastoù a blij deoc'h.

Deomp dezhi evit ur video nevez kinniget gant Brezhoweb, istitlet e brezhoneg hag e galleg.

An holl liammoù amañ dindan :

▪︎ AntennaPod ➤ Al lec'hienn

▪︎ Radio Breizh ➤ Al lec'hienn

▪︎ Bretagne 5

➤ Breizh Penn da Benn (RSS) : Gwazh RSS

➤ Kronik an Erminig (RSS) : Gwazh RSS

▪︎ France Bleu

➤ Ar valeadenn gant Erell Beloni (RSS) : Gwazh RSS

➤ Hentoù Treuz gant Manu Méhu (RSS) : Gwazh RSS

➤ Kreizteiz e Breizh (RSS) : Gwazh RSS

➤ Plik ha Plak : Gwazh RSS

➤ Spered ar yezh gant Clément Soubigou (RSS) : Gwazh RSS

➤ La Playlist (RSS) : Gwazh RSS

➤ Sul Gouel ha pemdez gant Glenn Jegou (RSS) : Gwazh RSS

▪︎ RCF

➤ Pedenn an deiz (RSS) : Gwazh RSS

➤ Buhez (RSS) : Gwazh RSS

➤ Kontadennoù (RSS) : Gwazh RSS

➤ Fablennoù pe Mojennoù (RSS) : Gwazh RSS

▪︎ Ouest France (RSS) ➤ Gwazh RSS

▪︎ Brezhoweb

➤ Mojennoù (RSS) : Gwazh RSS

➤ Pennad Kaoz (RSS) : Gwazh RSS

▪︎ Bonus : Petra c'hoari ganit ? (RSS) ➤ Gwazh RSS


Vos commentaires :
Yann L
Vendredi 22 novembre 2024
War bajenn «Breizh» Ouest France disul 04/06/23, un enklaskerezh er CNRS displeg eo kresk an IA un danjer bras evit ar brezhoneg. Hervezi, ne vez ket kavet danvez awalc'h e brezhoneg war Internet. Setu perak e vo bihan tout e plas en IA ha riskl bras a zo ez afe da get.
Daoust hag eo ho labour un diskoulm d'ar gudenn-se?

Florent Grouin
Vendredi 22 novembre 2024
Ya, gallout a ra sikour, dreist-holl evit an anaoudegezh dre gomz a-drugarez d'an istitlañ peogwir e vez istitlet e brezhoneg hag e galleg (+ ar son), met siwazh n'eo ket trawalac'h, war-bouez Brezhoweb n'eus den ebet o kinnig danvez videoioù istitlet e brezhoneg hag e galleg.

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?