il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /5765.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Manifestet o doa produerien laezh Aodoù-An-Arvor d'ar Yaou 7 a viz Du e Loudieg a-enep doareoù ar gourmarc'hadoù da c'hoari gant priz al laezh. Deus un tu e klaskont lakaat ar broduerien da werzhañ ar marc'had-matañ ar gwellañ ha deus an tu all emañ ar priz o kreskiñ er stalioù. Goulenn a reont ma vo rannet an arc'hant gounezet ganto en un doare kempouesoc'h.

War-dro ugent desaver saout a oa deuet da vanifestiñ wr parklec'h ar supermarc'had Champion e Loudieg, diriaou paseet galvet ma oant bet gant an FDSEA (Kevread departamant sindikadoù al labourerien-douar) ha Kreizenn-departamant al labourerien-douar yaouank Aodoù An Arvor. Hag int ha gronnañ rannoù al laezh hag ar boued-laezh er gourmarc'had. Sioul eo chomet an traoù, evel ma oa bet goulennet gant prezidant an FDSEA en doa kemeret perzh en darvoud ivez. Gant seurt oberoù e fell d'an aozerien diskuliañ doareoù ar gourmarc'hadoù a laka priz ar broduerien da ziskenn pa vez ar priz kinniget d'ar vevezerien o kreskiñ atav. Tamall a ra al labourerien-douar da vicherioù all a-hed ar chadenn ober o mad eus an arc'hant a rankfe bezañ paeet dezho kentoc'h, evit ul lodenn anezhañ da nebeutañ. "Pa glever komz muioc'h-mui diwar-benn ar genwerzh reizh gant broioù all e plijfe deomp ivez gwelout ur priz reizh evit al laezh ivez" emezo.

N'eo nemet an deroù Goude bezañ peget skritelloù e-barzh rannoù ar gourmarc'had o deus strewet ar broduerien traktoù evit kelaouiñ ar pratikoù ha kinniget dezho lakaat o anv war ur sinadeg-harpañ. Goude un eurvezh e-barzh ar supermarc'had e oa aet kuit digudenn ar vanifesterien war-dro kreisteiz. Koulzadoù all evit sachañ evezh an dud a oa bet raktreset en departamant, an deiz war-lerc'h e ti-Leclerc Gwengamp, da skouer. Klevet e vo komz eus fulor ar broduerien e departamantoù all Breizh ivez, a-benn nebeut sur a-walc'h. Kroget int gant ar Mor-Bihan en devezhioù-mañ. Daoust da vanifestadeg kentañ al labourerien-douar bezañ bet sioul-tre d'an devezh-se e c'hellfe an darvoudoù da zont bezañ kreñvoc'h, hervezo, ma ne vez ket kinniget un diskoulm buan dezho. ABP/Ya!


Vos commentaires :
Lundi 20 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.