il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /5764.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Didrabas e oa deuet maer Ploermael, Paul Anselin (UMP), a-benn da lidañ delwenn vras Yann-Baol II d'ar Sul 10 a viz Kerzu a-benn ar fin. War un ton bras eo bet kaset ar gouel en-dro gantañ hag e vignon Zurab Tsereteli, en deus kizellet an oberenn, ha gant bagad ar gêr, zoken. N'int ket bet gwall zirenket gant ar vanifesterien a zo savet a-enep an delwenn-se, difennet ma oa bet oute da dostaat ouzh an darvoud. Er memes koulz e oa bet aozet un diviz en Algam, ur gêrig just e-kichen Ploermael, gant ar strollad "a-enep delwenn Yann-Baol II".

Diwar guzul fur Laurent Ruquier, animatour an abadenn "On a tout essayé" war France 2, en deus kavet gwelloc'h Paul Anselin lidañ e zelwenn d'an 10 a viz Kerzu kentoc'h evit d'an 9, deiz-ha-bloaz lezenn 1905 a zispartie an Iliz diouzh ar Stad. Ur mil a dud bennak eo, memestra, a oa en em vodet war ar blasenn nevez anvet "Plasenn Yann-Baol II" evit kemer perzh er gouel. "Fromet-bras on o welet oc'h deuet ken niverus" emezañ dezhe ha d'an nebeud pennoù-bras o doa asantet d'e bedadenn, an Aotrou Centène, Eskob Gwened, Herve De Charette, Koñsul Bro-Bolonia, ha dileuridi eus meur a relijion en o zouez. "Gourc'hemennet 'm eus an delwenn-mañ evit enoriñ ur penn-bras en Istor, bet difennet groñs gantañ Gwirioù Mab-Den hag ar peoc'h er bed" a zispleg an Aotrou Anselin. "Meurdezus eo an oberenn. Gant al lec'h-mañ e vo diskouezet sklaer spered kêr-Bloermael !" Goude bezañ meulet "Bro-Rusia beurbadus, rekis anezhi evit derc'hel da gempouez ar bed" en deus klozet al lid gant ur bedenn : "Me ho ped, Tad Santel, ra vezo gwarezet ganeoc'h Breizh ho kar..." Ha da echuiñ, a-raok dioueliañ an oberenn, gant ar frazenn a oa bet disklêriet gant Yann-Baol II pa oa bet dilennet : "Arabat deoc'h kaout aon."

Enebourien an delwenn ne chomont ket mut Daoust d'al lid bezañ bet sioul a-walc'h war ar blasenn, c'hoant 'zo deuet da lod da ziskouez n'eo ket an holl dud a-du gant an delwenn-se, savet war ur blasenn bublik. Furlukined ar BAC (Brigade Activiste des Clowns) o deus manifestet war un ton farsus e kreiz-kêr. Un dek bennak e oant. Hogen miret 'zo bet oute da dostaat re ouzh ar blasenn nevez gant poliserien hag a oa deuet en arbenn dezhe 200 metr pelloc'h. Deus o zu o doa kavet gwelloc'h izili ar strollad "a-enep delwenn Yann-Baol II" aozañ un diviz e bourc'h Algam, d'ar memes koulz, kement ha displegañ istor an afer d'an holl, ha da lakaat war wel "divizoù direizh ar C'huzul-Kêr" hervez Marylène Guillaume, dileuriadez ar strollad : "War dachenn al lezennoù e fell deomp stourm. Fae a vez graet oute sklaer ha fraezh gant an aotrou maer" emezi. "Den ne c'hell sevel monumantoù relijiel gant arc'hant publik !" Klemm o deus savet ouzh lezioù-barn Gwened ha Roazhon. Hogen, nac'het o deus ar re-mañ divizout war zigarez ne oa ket mallus an afer. E-sell emaint da glemm ouzh ar C'huzul-Stad, neuze, dezhañ da reiñ e ali war emzalc'h an div lez-varn. Ur c'hlemm all a vo kaset da lez-varn velestradurel Roazhon gant un teuliad kreñvoc'h ha klokoc'h. "Betek penn e stourmimp, ken na vo doujet d'al lezennoù laik !" a asur an itron Guillaume. Bep a lizher kelaouiñ a zo bet kaset da 577 kannad ar VodadennVroadel. "Meur a respont frealzus hon eus bet dija, a-berzh kannaded eus strolladoù disheñvel hag o deus prometet harpañ ac'hanomp." Hag en o zouez hini an aotrou Loïc Bouvard, kannad UMP takad Ploermael. Hervezañ, "n'eo brav e vefe dalc'het d'ur monumant hag a laka reuz er boblañs. Atahinerezh eo en ur mod. N'on ket evit bezañ a-du gant an dra-se."

Tsereteli keodedour a enor D'an derc'hent e oa bet degemeret Zurab Tsereteli gant Paul Anselin en Ti-kêr goude bezañ badezet ar c'hroashent-tro a vo anvet diouzh an arzour. Warnañ e vo savet un obeliskenn kizellet gant hemañ ivez. Stad ennañ en deus kemennet Paul Anselin e oa Ploarmael hiviziken unan eus ar c'hêrioù bras o deus degemeret un oberenn gant Tsereteli, evel Moskou, Tel-Aviv pe New York. Resevet en deus ar Rusad Skoed Aour Kêr-Bloermael. "Seurt enor na vez ket graet da galz a dud, nemet d'ar re o deus roet ur servij a-bouez d'ar gêr. Hag ouzhpenn-se, n'eo ket bet votet an diviz-mañ gant ar C'huzul-kêr !" a resisa Marylène Guillaume. En e brezegenn, Zurab Tsererteli en deus graet-eñ anv eus ur gêr brav-meurbet, eus ur boblañs vadelezhus hag eus ur maer dibar. ABP/Ya !


Vos commentaires :
Lundi 20 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.