Emgav fenoz da 7e dirak pep Prefeti Breizh ha Bro C'hall

Communiqué de presse publié le 30/03/23 8:54 dans Agrobusiness par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/57/57307/57307_1.jpg

Goude ar feulster zo bet e meur a lec'h e bro C'hall, e-pad ar vanifestadegoù, evit an ekologourien a-enep ar vasin vras, erru poent da ziskouez gant an dud n'int ket a-du gant ur Stad ne zouj ket ouzh gwirioù mabden

Lañset e oa bet ur petision evit gallout en un doare lezennel, stourm a-enep ar feulster o kreskiñ er vro : >

Mod all, fenoz, dirak pep Prefeti, ur galv a zo evit diskouez n'int ket prest an dud da asañtiñ e vefe lazhet, bloñsaet, tennet LBD da yaouankiz ar vro !


Vos commentaires :
Emile Granville
Mercredi 25 décembre 2024
Div evezhiadenn am eus d’ober.
1) N’eo ket reizh implijout ar poltred-se eus stourm ar vicherourien er Joint Français a oa bet e 1972. Diskouez a ra ur micherour hag en em gav a-dal d’ur CRS, bet mignoned o daou el lise. Ar vicherourien a laboure 47 eurvezh ar sizhun ha fellout a rae dezho bezañ paeet kenkoulz ha micherourien Pariz. Ar poltred-se a zo da vezañ lakaet war gont ar vicherourien vreizhat o stourm ha ne c’hall ket bezañ unan eus an tu kleiz pellañ a-vremañ.
2) Pa gomzer eus feulster a-berzh ar polis, ne gomzer biskoazh eus feulster ar Black blocs. Perak ? Peogwir e vefe ar feulster a-berzh an tu kleiz pellañ dereatoc’h evit Gwirioù Mab-den ? Kit da sellout ouzh istor ar yaouankizoù ruz en XXvet kantved evit kaout ar respont (Sina, Kambodj, hag all). Dav derc’hel kont eus kentelioù an Istor.
Emile Granville.

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 1 ?