Merc'hed e penn ar stourm : leveoù, manifestadegoù

Reportage publié le 17/02/23 12:27 dans Politique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/56/56929/56929_1.jpg
Dindan ar glav, plijadur oa memestra !
Merc'hed Kemperle : Rosies bro an Aven ! (189 vues)

E Kemperle hag e lec'h all emañ ar merc'hed o tañsal, o kemer ar mikro, o lavarout pegen diaes eo koshaat e Bro C'hall...

Gant ar «Rosies» e oa bet kroget ar stourm e bloavezhioù 2019. Kenderc'hel a reont gant un ton «ni a fell deomp bevañ», hag a ra berzh e pep lec'h en Europa, hag e bro C'hall. Laouen, leun a livioù, gant manegoù labour roz ha melen, gant dilhad labour, setu int oc'h aloubiñ ar straedoù, o kanañ, o tañsal. Meur a 60 lec'h a zo bet «aloubet» gante, gant tud a ya da zañsal ganto, e gourmarc'hadoù, war ar pavez... Pleustrit, dañsit, kanit, evit skarzhañ kuit al lezenn direizh : «ni a fell dimp kaout amzer evit ober war dro ar vugale vihan, evit bevañ, ket treuzvevañ ...»

Brav an abadennouigoù a zo e pep lec'h, ha brav diskleriañ splann eo direizhoc'h c'hoazh al lezenn evit ar merc'hed : leve kalz izeloc'h eget ar baotred, skuizhder e micherioù ar yec'hed, en uzinioù...

Gant ma vo klevet galv ar merc'hed, gant pennoù bras Pariz !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 5 ?