il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /5631.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

En dibenn-sizhun diwezhañ e oa bet dalc'het gouel "Humanité" ar strollad komunour e Breizh, e park diskouezadegoù Lann-ar-Stêr. D'ar Sul, en he frezegenn, he deus eztaolet Marie-Georges Buffet he youl da vodañ an tu-kleiz enep-frankizour, daoust d'an LCR ha da José Bové bezañ sachet o skasoù gante.

Un 10 000 den bennak eo a oa deuet dindan an tri devezh, etre ar Gwener 24 hag ar Sul 26 a viz Du, da gemer perzh e gouel bloavezhiek ar PC. Ouzhpenn evit ar sonadegoù gant Erik Marchand hag ar Balkaniks, Christophe Mali pe vMerzhin, hag fest-noz vras, berzh-bras o deus graet an divizoù. E-mesk an temoù niverus a zo bet pledet gante e oa ar gwask hag ar c'helaouiñ ("Peseurt dazont evit ar c'hazetennoù war baper ?", "Penaos dielfennañ keleier an tele ?"), plas ar merc'hed er gevredigezh, dazont ar Reter-tostañ pe c'hoazh, enkadenn deskadurezh ar bobl... D'ar Sul goude lein e oa deuet Marie-Georges Buffet, sekretourez veur ar PC da gejañ gant izili ar strollad politikel, tud tost o mennozhioù deus re ar strollad, pe lod all deuet da bourmen hepken. Evel-just eo bet taget ar gouarnamant ganti en un doare feuls a-walc'h, Jacques Chirac, Dominique de Villepin ha Nicolas Sarkozy dreist-holl, evit o bilañs war dachenn an endro, ar surentez, digoradur ar servijoù publik d'ar c'hevezerezh... "Ret eo lakaat an tu-dehou da rentañ kont eus e vilañs. Arabat deomp leuskel alc'hwezioù ar Republik da vBush mod Bro-C'hall" emezi. Embannet he deus ivez e oa "nec'het a-walc'h gant programm ar strollad sokialour, hag a zo o vont war-zu an tu-dehou." Goulennet he deus digant "ar re a zo o c'halon deus an tu-kleiz" en em strollañ, keuz ganti o dije sachet o skasoù al LCR ha José Bové. Prometet he deus e rafe he seizh gwellañ evit reiñ startijenn d'an tu-kleiz enep-frankizour. Soñjal a ra dezhi e vefe e-tailh da vodañ anezhañ en-dro d'ur raktres boutin. "Kement-se kuit da ginnig dibab etre daou strollad hepken" hervezi.

Ar programm Deuet e oa Marie-Georges Buffet d'an Oriant gant kinnigoù niverus war ar pep brasañ eus ar c'hudennoù a vez chalet ar C'hallaoued gante ivez. Lakaet he deus war wel "Bro-C'hall pinvidik-mor deus un tu hag ar seizh milion a dud o vevañ gant nebeutoc'h evit 800 € bep miz eus an tu all." Setu perak e kinnig uhelaat ar SMIC betek 1500 € ar miz, uhelaat ar goproù hag ar skoazelloù sokial kuit d'ar feurmoù mont en tu all da 30% eus budjedoù ar familhoù. Kinniget he deus ivez e vefe sikouret muioc'h al labourerien-douar a zouj d'an en-dro. Goulenn a ra ma vo gwarezet al labour-douar diouzh ar c'henwerzh. Kinnig a ra e vefe krouet ur servij publik bras hag a galite evit merañ an deskadurezh, ar yec'hed hag an energiezh. "Un Unvaniezh Europat disheñvel a ranko bezañ goulennet start gant Bro-C'hall." Fellout a rafe dezhi tennañ splet eus eil c'hwec'hmiziad 2008, pa vo Frañs e penn Europa evit lakaat e pleustr un "emglev evit mont war-raok war dachennoù ar peoc'h, an demokratelezh, ar gevredigezh. Huñvreal a ra e-barzh ur VIvet Republik ma vije roet muioc'h a c'halloud d'ar c'hopridi en embregerezhioù ha ma vije kastizet ar re a gav gwelloc'h ar Yalc'h evit an implij. ABP/Ya !


Vos commentaires :
Lundi 20 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.