Krouidigezh Dastum : pa vez an hengoun o tigeriñ hentoù nevez

Papier publié le 10/10/22 9:07 dans Culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/56/56146/56146_1.jpg
Modzomik, ur strollad leun a startijenn !
Daou strollad a-feston ba Plañvour (138 vues)
Daou strollad a-feston ba Plañvour (345 vues)

Coulennet en doa burev Dastum un abadenn digant Emmanuelle Boutillhier, evit Breizh Uhel, hag Ewen L'haridon evit Breizh Izel. Ret e oa gwiskañ tonioù hengounel Dastum e dilhad Sul, gant gouleier, binvioù dic'hortoz, ha tonioù da addizolein

Daou strollad gant livioù disheñvel-tre. Levezon bro Gebeg gant L'Evâillée, tri violoñs, Manu o reiñ al lusk gant he zreid, harmonika, kozh wetur, akordeoñs, gourrebed... Tri faotr, div blac'h, Kanañ a reont holl, ha penn kentañ an abadenn zo dic'hortoz-kenañ gant an holl o komz asambles traoù berr ha fentus. Un doare plijus da zont 'barzh bed tud bro gallo gant ur yezh implijet alies. Gwerzioù kanet gant ar merc'hed oa fromus, ha mat vefe bet marteze laoskel muioc'h a blas d'ar vouezh, hep sonerezh a-dreñv a-wechoù.

Strollad Modkozmik ? Pemp paotr bet sonerien biniou bombard evit lod anezhe. Abaoe ur pennadig e vez kanet ingal gant Ewen, ha gwerzioù brav ken ha ken a zo bet kanet aze, diwar votadegoù kommunist e Kreiz Breizh, labour e Cherbourg gant paotred goude ar brezel hag a oa rediet da splujañ don e «caissons air comprimé», giz vez laret barzh ar sonenn.

Trompilh, tamboulinoù a vremañ, DJ, gouleier fin aozet gant ur mignon dezhe, trombon : ur skipailh a lak an dra sur da vout a-vremañ tout an tonioù bet dastumet gant tud a bep seurt e pemp korn ar vro. Trugarez Dastum ha trugarez d'an daou strollad. N'eo ket echu nag gant yezhoù Breizh, na gant he sonerezh !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 9 ?