Deuit disul da Gemper : 8 film berr krouet e 48 eurvezh diskouezet d'an arvesterien !

Dépêche publié le 27/09/22 18:55 dans Culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/56/56057/56057_1.jpg
Breskenn, film ar skipailh brezhonegerien

«Kino» a vez graet eus se, hag ober a ra berzh evit ar pevare festival Faltazi : eizh skipailh, hag un e brezhoneg, evit ar wech kentañ e istor ar festival !

Roet e oa bet an tem digwener d'ar skipailhoù «bout desachet da vat gant ur fiñvadeg», ha daou dra all : lakaat ur flash-back hag an niverenn 22. Goude, e-pad an noz digwener e oa holl skipailhoù o sevel ur senario. Disadorn, bec'h d'al labour filmañ gant an aktourezed hag an aktourien. Ha disul ? Lakaat ar sonerezh, frammañ, mouezhioù off, jenerik, ... Pffff, pebezh labour !

Disul, da 2e30 e sal Dan ar Bras, en Tog Ruz, e vo diskouezet disoc'h labour ar skipailhoù e-pad un abadenn digoust, kinniget gant Simon Cojean, an eizh film. Votet e vo gant an arvesterien, ha plijadur a vo me lâr deoc'h. E brezhoneg e vo diskouezet ur film troet e Kerien gant ur skipailh tud yaouank, Michael Bernadat, Vince produer anavezet bier an Hellfest, ha... saout ti feurm Boudiguen ! Deuit da skoazell ar skipailhoù ha dreist-holl hini Michael, Suzy, Anne Gaelle, Ismaël, ... !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 3 ?