Poullaouen : ur sal nevez, tud yaouank e leiz er sal ha war al leurenn !

Papier publié le 18/09/22 13:10 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/55/55962/55962_1.jpg
Stajoù oa a-hed an deiz evit ar ganerien hag evit ar vrezhonegerien
Berzh en doa graet ar fest-noz gant arzourien niverus war al leurenn! (240 vues)

Staliet mat an tregont stajiad, ur sal nevez flamm evit degemer danserien nozvezh ar gavotenn, ur gwir blijadur rannet etre tout ar berzhidi

Da nav eur da vintin e oa erruet ar stajidi kan ha diskan «live 2», hag ar stajidi brezhoneg Poullaouen gant Francis Favereau. Labourat war dempo ar gavotenn gant Kris Menn a zo bet graet, ha kanet daou ha daou evit peurlipat al lusk, an distagadur, an doareoù da cheñch ar frazenn... Debret asambles da greisteiz ha da noz, ha setu an dud (muioc'h eget 500) da zont eus pep lec'h e Breizh eda gêrbenn ar fest-noz fin miz Gwengolo, abaoe 32 vloaz.

Piv en deus lavaret e oa brezhoneg e kêrioù bras hepken ? Amañ, b'ar vro, e begoù an dud e oa brezhoneg e pep lec'h : war al leurenn e dilhad Sul gant meur a goublad, kozh ha yaouank, Le Corre/Fustec, Diridollou/Lavigne, Sandie/Guillaume, Kris Menn/ Jean Pierre Kere... ha gant an dud a gegine, a servije bier ar vro, a zañse, a flape... Dreist ar gouel, dreist ar mennozhioù fentus (brezel etre ar fiseloù ha tud an «dañs tro», souezhadennoù d'ar sul !

Kendalc'hit «'giz 'moc'h !»


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 9 ?