Ya gant dilhad nevez an distro-skol !

Papier publié le 14/09/22 11:31 dans Media et Internet par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia
t:1
https://abp.bzh/thumbs/55/55932/55932_1.jpg
Ur skipailh nevez ha yaouank, Metig Jakez-Vargas, Nikolaz Gourvenec, hag ene an ti : Yann-Fañcj Jacq
Ya !, ar gazetenn da lenn ha da selaou e brezhoneg 100% (101 vues)

Dreist eo gwelout skipailh Keit Vimp Bev o kreskiñ gant ur gazetennerez nevez, gant urvaketenn adframmet, merc'hed o skrivañ, rubrikennoù dic'hortoz ...

A-drugarez d'un aozadur nevez ha d'ul labour pemdeziek kaset gant ar skipailh, e c'hell Ya, ar gazetenn nemeti a zeu er maez bep sizhun e brezhoneg penn da benn, gant ur pennad e gallaoueg, gwelout an dazont gant spi da vout lennet war baper, war Internet, war ar gwagennoù, ar radio...

Neuze, koumanantit da Ya, pe war ar stumm paper, pe war ar stumm niverel, hag e c'hellot kaout keloù fresk bep sizhun, selaou pemp lenner.ez o lenn ar pennadoù deoc'h, en oto, o kempenn an ti, ma ne vez ket kalz amzer ganeoc'h evit lenn.

Trugarez dezhe evit al lañs hag an nerzh nevez-mañ, a zo diaezezet ivez war divskoaz tud a youl-vat a skriv, a lenn a vouezh uhel, a glask pennadoù nevez...


Vos commentaires :
Mercredi 1 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.