Met piv oa Kervarker ?

Papier publié le 12/09/22 15:49 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
prezegenn Fañc Postic, Donatien Laurent hag ar Barzaz Breizh (111 vues)

E-pad un eurvezh ha kard e oa chomet aketus-tre an 50 a dud deuet da selaou Fañch Postic, kroget en doa, asambles gant Milena Secher ha renerez ar vediaoueg, Flavie Rouanet da enoriñ Marijo Mellouet a oa tost-tre deus outo.

Petra zo bet desket gant ar berzhidi ? Kroget en doa Fañch Postic da labourat gant Donatien Laurent pa oa ur studier yaouank e Brest. Iz-rener Ar Men en doa kenlabouret kalzig gantañ ivez, pa oa bet embannet da vat «Les carnets du Barzaz Breizh» gant le Chasse-Marée. Rener ar CRBC e-pad pell e oa bet o labourat gant Fañch evit krouiñ ar greizenn lennegezh dre gomz, staliet e Kernot, gant ar CNRS (25 vloavezh da heul).

Met perak e oa bet ken diaes da asantiñ e oa ur «gwir» dastumadeg, al labour graet gant Kervarker ? E 1960 embannet e oa bet tezenn Gourvil en doa c'hoantdiskouez e oa bet ijinet 100% ar pezh oa e Barzaz Breizh... Donatien Laurent ne oa ket ganet evit bout klasker, a-drugarez (evidomp) d'ur gwallzarvoud spontus (koma), en doa kuitaet e raktres micher e Pariz (gwir, koñvers, skolioù meur ar gêrbenn...) evit foetañ bro gant un Nagra oc'h enrollañ tud ar vro.

Darbet en doa studiañ dastumadeg Le Diberder, met 'benn ar fin e oa bet divizet gantañ labourat war ar Barzaz Breizh.

D'ar 16 a viz Genver 1975 e souten Donatien Laurent e dezenn gant Guilcher, Le Goff, Mercier, Falc'hun. Met embanner ebet evit skignañ ar pezh en doa dizoloet. Ret e vo gortoz evit an embannadenn. Gant gwerz Loeiz le Ravallec e oa bet displeget gantañ : «la gwerz se pose en gardienne de la mémoire sociale». Ar Barzaz Breizh ? Oberenn ur skrivagner pe un dastumer ? «Evel en dije kutulhiet war ur prad ar bleunioù bravañ, ha laosket e kichen ar re ne oant ket ken brav» a respont ar c'hlasker.

Aozet e oa bet ur c'hollok e 1989 e Kernot, un abadenn c'hoariva leurenniet gant Ar Vro Bagan e maner Kernot. E 2006 oa bet soutenet tezenn Nelly Blanchard diwar ar Barzaz Breizh ivez.

D'an 30 a viz 2011 e oa bet lakaet dielloù Kervarker e Kuzul Meur Penn ar bed evit ar wech kentañ. Gant Donatien Laurent oa bet roet 600 eurvezh enrolladennoù hag a brou pegen tost eo testennoù dastumet gant Kervarker ouzh sonennoù hengounel ar vro.

Ha komz a rae brezhoneg an Aotrou Kervarker ? N'eo ket sur, hervez Fañch Postic. Evitañ e chom ur bern traoù da studiañ c'hoazh. Gant tout ar pezh a zo bet skrivet diwar benn ar Barzaz Breizh e chom pikoù goulennata e leiz ... N'eo ket echu al labour, pell alese !


Vos commentaires :
Naon-e-dad
Dimanche 22 décembre 2024
Ma ne ouie ket Kervarker ar yezh, en em c'houlennan penaos eo deuet a-benn da skrivañ notennoù (pozioù eus ar c'hanaouennoù).
.
.Marteze ne rae ket-eñ gant ar yezh, pe ne veze ket en e bleud a-walc'h evit kaozeal. Mes gouestl eo bet da selaou ouzh an dud d'an nebeutañ. Ha da gompren petra a veze klevet gantañ. Pe neuze, daoust hag e veze ur Yann vrezhoneger bennak gantañ, war an dachenn, evit dastum an danvez?
.

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 0 ?