Les Rias : miliadoù a dud, krouiñ, barzhoniezh e leizh

Papier publié le 28/08/22 21:41 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/55/55826/55826_1.jpg
Abadenn a-ziwar istor ar Rwanda, gant ur milion a dud lazhet e tri miz, e 1994
Les Rias : un abadenn eus Roazhon a liamm hip hop ha barzhone (77 vues)
Les Rias : un abadenn eus Roazhon a liamm hip hop ha barzhone (338 vues)

Gant an amzer vrav, daou vloavezh ehan pe dost, e oa gortozet gant tud ar vro ha tud sot gant ar c'hoariva er straedoù, ar brasañ festival gouestlet d'an arzourien-se e Breizh, ha n'int ket bet dipitet, war a seblant

3000 a dud war dachenn velldroad An Arhanaou, miliadoù a dud bemdez e Lokunole, Tremeven, Banaleg, Molan, Kemperle, Rieg... Penaos dibab pa vez abadennoù d'an hevelep eur ? Penaos kavout ur plas evit parkañ an oto ? Penaos debriñ ? Azezañ ? Aze e vez gwelet daou seurt a arvester : an hini boaz hag a ra pemp abadenn bemdez, gant ur gador a bleg, ar bara pok ha pok er sac'h kein, ul levr pa vez hir an amzer da c'hortoz... hag ar re nevez erruet, kollet buan, hag a zo a-dreñv ar re «a oar», ne welont ket kalz a dra, ha gantañ kilometradoù d'ober war ar straedoù...

Hag an abadennoù, emit-hu ? Abadenn ebet e brezhoneg, netra skrivet, ger ebet e brezhoneg er program, « ecocups » gant gerioù e brezhoneg, n'eus ket ken. Ha neuze, tud Breizh a zo ?

An div danserez Distro a zo eus an Oriant, Groove Cie a gont ur soner a zo chom ba Kemperle, Kumpagnuniezh Derezo a labour e Brest abaoe 20 vloaz, tud Becherel (L'instant dissonant), tud Roazhon (Version 14), Plañvour (La fugue), 27 strollad en holl, 22% eus ar vro. N'eo ket fall...

Met pep tra a zo divizet gant Le Fourneau e Brest, kinnig ebet o tont eus ar vro. Petra ra an dud aze ? Ar surentez (15 karr-tann «maout», evit Kemperle hepken), ar boued (kevredigezhioù lec'hel, anvet «espaces de convivialité), ar parkoù-lec'h (tud paeet gant le Fourneau kar ne vez kavet den ebet evit seurt labour, anat deoc'h...)...

Neuze, perak nompas implij energiezh an dud, spered krouiñ war an dachenn a zo gant an dud, sonerien, aktourien, grafourien, danserien... evit sevel div abadenn »e ti-annez" da skouer ? War ur sujed dibabet amañ, labouret 'pad ar bloaz, liammet gant an dud a youl-vat, gant barregezhioù ar vro, batimantoù, savadurioù istorel, lec'hioù brav... ha treiñ war lerc'h e anv ar vro ivez ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 0 ?