Brezhoneg ha gallaoueg e Ciné FIL : interessant atav !

Papier publié le 25/08/22 19:56 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/55/55815/55815_1.jpg
ar c'hentañ film eilvouezhiet e gallaoueg
Brav ar film, dreist an displegadennoù get Prezidantez an Ofis (69 vues)

A-drugarez da Catherine Delalande e oa bet kinniget ar bloaz-mañ en Oriant filmoù a bep seurt e yezhoù ar vro, asturianeg, galisianeg, brezhoneg... ha gallaoueg, evit ar wech kentañ.

Displeget fraezh ha sklaer gant Eulalie Tas, prezidantez Ofis ar gallaoueg, pegen pouezhus e oa evit ar gallaoueg mont er skolioù, bout klevet gant ar vugale, bout brudet evel an trede yezh e Breizh. «Ret eo kregiñ gant ar vugale, embann ur gazetenn evito, eilvouezhiañ filmoù...»

Graet eo gant ar c'hentañ film buheziñ e gallaoueg, ar Grufalot, pennoberenn lennegezh ar yaouankiz bedel, ha plijus ken ha ken e oa gwelout ar familh kizhier-koad o flapiñ e yezh Breizh Uhel !


Vos commentaires :
iffig
Dimanche 22 décembre 2024
N'eo ket ur «yezh» met un neo-yezh, hep emglev ebet ouzhpenn-se. A-hent-all ez eus ur bern parlantoù n'en em gomprenont ket kenetrezo, da skouer etre Pordig ha Pornizh, lakaet e vije c'hoazh komzerien er parrezioù-se.
Afer ar «gallaoueg» a laka hor yezh e live gantañ pa ranker er c'hontrol lakaat ar brezhoneg par d'ar galleg.

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 2 ?