Anjela Duval er Fil : barzhonegoù dislipet brav e brezhoneg

Annonce publié le 22/08/22 22:25 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
Anjela Duval e brezhoneg hag en galleg er FIL (90 vues)

Daoust d'an avel, daoust d'al lec'h pell eus pep tra, o doa kendalc'het «la compagnie des flâneurs» da labourat war ar varzhoniezh e Breizh hag e Asturias, ha da ginnig o labour c'hwec'h devezh da heul er festival

Kaset gant ur skipailh maouezed mennet, o prientiñ abred ar festival, setu ar peder maouez asambles gant Marianig Larc'hanteg o seniñ telenn etre ar barzhonegoù. Plijadur zo bet, zoken ma ne oa ket blet klevet mat pep tra. Gant ar spi, e vo, 'benn bloaz, ul lec'h degemerusoc'h ha brudet muioc'h, ha distro Celine Benabès, hag a oa ken dipitet he doa lavaret ne zistrofe ket d'ar festival...