An dorgenn, ul lec'h nevez er festival

Annonce publié le 20/08/22 9:30 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/55/55803/55803_1.jpg
Skipailh Krampouezh Diwan an Oriant ha Kemperle : 60 a dud en holl o kinnig krampouezh, stalioù dizoleiñ ar brezhoneg, ul levraoueg, c'hoarioù...
Momo ha "le fest noz pour les nuls", pleustradeg (86 vues)

Plijus al lec'h, en disheol, met dianavezet gant tout an dud, pell (1.2 km eus ti-kêr An Oriant),anvet «an dorgenn», met «la colline» 'veze lennet e pep lec'h. Penaos eo tremenet ?

Fuloret mik e oa an dud a werzhe levrioù, gant ar santimant bout skarzhet eus Kae al levr, kichen Palez ar C'hendalc'hioù. Keriadenn ar c'hengred ? Trist an traoù : un dek bennak a stalioù o klemm, treuzwelus. Hag an dud a ra binvioù sonerezh ? Trist ivez, re bell eus pep tra, start e oa bet dezhe ivez.

Ha ti-krampouezh Diwan emit-hu ? Nebeutoc'h eget e 2019, met ne oa ket ken fall ha se, mignoned Diwan zo deuet, ha brud boued bio, lec'hel, bier Enez Groe, hag ul lec'h evit ar vugale, ar pezh n'eus ket er festival... Gant 350 den o tont e 6 devezh da 6 eur evit kemer perzh e meur a stal (ar brezhoneg evit ar re nul, anvioù lec'h, anvioù tud, etre an aval hag al lambig, ar fest noz evit ar re nul), kavet e oa bet an hent gant tud'zo alato ? Ha neuze penaos ober ' benn bloaz ? Penaos brudañ al lec'h ? Brezhoneg a oa ba beg an dud, ar gerent, ar re a farde krampouezh, ar re a lenne levrioù e brezhoneg, iwerzhoneg, asturianeg, ... Gant ma vo ur «gwir» lec'h 'benn bloaz, gant dibunadegoù bemdez a gaso an dud betek an dorgenn, gant ma vo ul leurenn evit an danserien ha sonerien a ra stalioù tin whistle, bodhran, violoñs, ... Hag un deltenn evit degemer konterien e galleg, brezhoneg, ... ha yezhoù keltiek ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 2 ?