Daou zen e penn ar festival : laouen gant an disoc'h !

Reportage publié le 17/08/22 12:35 dans Interceltisme par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/55/55795/55795_1.png
Kenavo Asturias, demat da vro Iwerzhon e 2023 !
FIL ha tud e penn ar jeu : priziañ dirak ar mediaoù (56 vues)

Setu an daou zen e penn ar festival hag a zispleg penaos e oa tremenet, pegement a dud o deus paeet un añtre, an traoù o deus graet berzh hag an traoù n'o deus ket graet...

Laouen Jean Peeters hag an aotrou Maurras : 125 000 «añtre» a zo bet gwerzhet (badjoù war ar brec'h, pe mod all tikidi evit an abadennoù meur en Amfi, C'hoariva, Kleub, Palez ar C'hendalc'hioù...). 900 000 a dud : met penaos e oa bet kontet ? A-hed an deiz ? Pelec'h ?

Leun chouk an tavarnioù gant ar yaouankizoù, leun chouk an «irish sessions» e pep lec'h tro dro Tavarn ar Roue Morvan, pavilhoñs ar C'halisianiz poblekoc'h eget hini ar bobl... pedet, hini an Asturianiz... Mod all, fallgontant an dud e Torgenn ar c'hengred, hag ar re a ginnige binvioù sonerezh graet ganto. E fulor plac'h Tachad ar gomz, ne vo ket mui gwelet, Celine Benabes, hag a oa dreist evit pediñ tud a galite a skriv e Breizh hag e lec'h all : Joel Cornette, Goater, Alexis Gloaguen, ... Petra a zeuio da vout «Kae al levr» ? Gant ur sifr izel ken-ken eo chomet Ivonig ar Merdi e fulor : 6 gwech nebeutoc'h a werzh ! Pa vez Coop Breizh en arvar da vervel !!!

Hag ar brezhoneg, emit-hu ? A-drugarez da Ziwan hag a oa o vrudañ e pep lec'h an ti krampouezh war an Dorgenn, a-drugarez da Vignoned ar Brezhoneg, da Helene Bronnieg, d'an holl dud zo deuet da 6e war an dorgenn, berzh en doa graet ar c'helenn e brezhoneg war ar FIL, kazi 700 a dud a zo deuet da zeskiñ ar yezh, ar sevenadur, an anvioù lec'h hag an anvioù tud, gant ur «fest noz evit ar re nul» gant 115 a dud disadorn, kaset gant Arzella ha Momo asambles get he deadoù fall !!!


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 1 ?