En Oriant e oa bet pedet gant Celine Benabès, un istorour disul diwezhañ, ur blijadur da selaou, kement a draoù a zo da zeskiñ c'hoazh war vuhez an Dukez !
Dindan ar glav, el «Liorzhoù» a oa gwechall anvet «Jardins Gabriel» e oa staliet ar bloaz-mañ tachad ar gomz asambles gant kae al levr. Nebeut a dud, embannerien fuloret (graet gant Ivonig ar Merdy e Coop Breizh seizh gwech nebeutoc'h a arc'hant er stand; kuzhet a-dreñv leurenn tachad ar gomz) e lec'h e oa bet selaouet tud a youl-vat o lenn barzhoniezh Asturias, Anjela Duval... Bugale an Oriant ivez a oa o tañsal du-se.
Ur wech kroget gant Joel Cornette, ne oa ket posubl da vont kuit, ken dedennus e oa. Fentus, resis, istorour ha skrivagner, sot gant istor an Dukez, e ranker anzav eo ur sapre labour en deus embannet an den e ti Gallimard. Da selaou, ha da lenn !
■