Heklev ar brezel en Abc’hazia o tasseniñ er C’haokaz (lodenn 2)

Reportage publié le 10/08/22 10:03 dans Politique par Anna Mouradova pour Anna Mouradova
https://abp.bzh/thumbs/55/55767/55767_1.jpg

Pevarzek vloaz zo, d’an 8vet a viz Eost 2008 e krogas ar brezel etre Rusia ha Jeorjia. Berr e oa bet ar brezel. Ne badas nemet nav zevezh, met kollet e oa bet ugent-dre-gant eus (20%) eus tachennad Jeorjia. Eñvorennoù poanius evit an holl Jeorjiz a jom c’hoazh, pa vez muioc’h a-boan bremañ eget ma oa a-raok abalamour d’ar brezel en Ukraina.

Aon o deus ar Jeorjiz rak ur brezel nevez. Kenderc’hel a reomp da gaozeal, diwar-benn ar brezel tremenet koulz ha diwar-benn stad an traoù hiziv an deiz, gant Joni Kvaratkshelia, rener kreizenn an enklaskerien yaouank Lazare (Tbilisi, Jeorjia).

- [AM / Anna Mouradova] Petra ho peus soñjet pa oa aloubet Abc’hazia hag Osetia ar Su, goude ar brezel e 2008 ?

- [JK / Joni Kvaratkshelia ] Ar bloavezh 2008… Ar boan em ene a oa sioulaet goude 1993, met deuet e oa-hi en-dro ha setu ma oa digoret ar gouli adarre. Poanius-kenañ e oa e gwirionez.

D’ar mare-se e oan o chom e Moskov. Ha siwazh din, ne oa ket tu mont da Jeorjia. Serret e oa an holl hentoù ha ne raen nemet heuliañ eus a-bell ar pezh a c’hoarveze e Jeorjia. Met poanius e oa betek re, adlavarout a ran se. Tu a oa skrivañ d’am mignoned ha d’am c’herent. Ha diganto, e pep eilenn, e pep munutenn, e kleven keloù nevez eus ar vro.

«« Tañvaet » am boa ar brezel dija. Gouzout a raen petra eo gwelout an dud o vervel.»

Ha pa oa krog ar brezel, soñj em boa e pezh a oa deuet d’am spered diouzhtu: pezh am boa gwelet e 1992 hag e 1993 en Abc’hazia. N’on ket evit lavarout em eus leñvet. Met gwelloc’h e vije bet din leñvan rak me, siwazh, a ouie petra eo ar brezel. « Tañvaet » am boa ar brezel dija. Gouzout a raen petra eo gwelout an dud o vervel.

An dud a fell dezho bevañ e peoc’h, tra ken. An dud a fell dezho mont war-raok, kas o bugale d’ar skol hag all. Hag a-greiz-holl emaint dindan bombezadegoù, hag eo ret dezho klask repu. Dismantret eo kement tra tro-war-dro.

Pa vez gwelet seurt traoù, evel-just e vez distrujet ene an den. Hag evidon e oa un dra a lakae ac’hanon fuloret a-enep an doareoù dinatur a oa gant Bro-Rusia a stourme a-enep da Vro-Jeorji. Evit lavarout ar wirionez, eñvorennoù fall-kenañ em eus. Bez e oan o heuliañ an darvoudoù a c’hoarveze e Jeorjia, hag o skignañ pezh a gleven dre Internet.

Ul lec'hienn internet am boa - lec'hienn (http) e rusianeg-, hag e skriven e rusianeg diwar-benn an holl draoù. Keloù gwirion a veze kontet din gant ar re a veze e Jeorjia. Hag un disoc’had a oe: an dud a lenne pezh a veze skrivet ganin. Soñj am eus ne zeue d’am lec'hienn internet, a-raok ar brezel 2008, nemet 10 000 (dek-mil) den bennak bemdez. E-pad ar brezel e teue bemdez war-dro 100.000 (kant mil) den, d’an nebeutañ. Hag ur wech e oa c’hoarvezet un dra bennak : ne yae ket al lec'hienn internet en-dro. C’hoarvezet e oa bet eveljust peogwir e oa re a dud o klask lenn ar c’heleier ! Met deuet omp a-benn da genderc’hel gant hon labour evit reiñ d’an dud peadra da lenn diwar-benn traoù gwirion eus Jeorjia a zeue betek ennon.

- [AM] Petra a soñjit diwar-benn pezh a c’hoarvez bremañ?

- [JK] Bremañ, avat… ? D’am soñj, ne cheñch netra. An hevelep darempredoù a zo etre ar rannvroioù distaget ha kêrbenn Jeorjia.

Abalamour da Vro-Rusia eo. Sur on, ma vefe Rusia aet kuit eus ar c’hoari bolitikel-mañ, e vefe diouzhtu, un deiz pe zaou goude, ur vuhez peoc’hus evit an holl dud a vev eno evel ma vez dleet en XXIvet kantved e-barzh ur vro a-zoare. Met gant Rusia n’eus ket tu. A-raok e oa evel-se: pa veze ur brezel ne rae nemet gounit hag e teue da vezañ kreñvoc’h.

« A-raok pa veze ur brezel, Rusia ne rae nemet gounit hag e teue da vezañ kreñvoc’h. Koulskoude, en Ukraina ar c’hontrol eo bremañ. »

Koulskoude, en Ukraina ar c’hontrol eo bremañ: tout ar stadoù o deus troet kein diouzh Rusia evel m'eo dleet a-benn ar fin. Bremañ eo ret paeañ evit ar pezh a zo bet graet e 2008 hag ivez evit ar bloavezhioù 1992-1993, hag evit ar Pridnestrovie, hag all, hag all…

Re a c’hlac’har a zo bet degaset d’ar broioù all. Ur wech c’hoazh e fell din lavarout : n’eo ket dav gortoz pell. A-benn nebeut e teuio en-dro an urzh reizh hag e vo pep tra evel ma vez dleet en ur vro a vev e doare Europa.

« A-benn nebeut e teuio en-dro an urzh reizh hag e vo pep tra evel ma vez dleet en ur vro a vev e doare Europa . »

Emaon o vont da gaozeal eus Bro-Jeorjia bremañ.

Anavezout a ran tud eus Abc’hazia a zo ivez o sellout warnomp gant spi. Ha n’eo nemet tud zo eus Abc’hazia, met emañ ar C’haokaz a-bezh o sellout warnomp peogwir emañ Tbilisi ha Jeorjia a-bezh e kreizenn ar C’haokaz. Hag an holl bobloù a zo er C’haokaz a sell ouzhomp gant spi. Pa vo pep tra reizh ha mat e Jeorjia, pa vo cheñchamantoù dereat, evito e vo ur blijadur ivez hag e vo diskouezet dezho e ya ar vuhez war-raok.

Me a soñj din ne chomo ket pell amzer deomp da c‘hortoz ma vo distroet da Jeorjia en-dro an douaroù kollet bet aloubet gant Rusia. Hag a-benn nebeut e teuio Jeorjia da vezañ ur stad kreñv hec’h ekonomiezh, hag ur vro a ya war-raok e meur a zoare.

Ha n’eo nemet en Europa met er bed a-bezh a vo anavezet. Rak pa seller ouzh ar plas a zo ganti hervez douaroniezh ar stadoù ne c’hall ket bezañ e mod-all. A-raok e oa harzet gant Rusia.

« A-benn nebeut e Bro-Rusia ivez e vo skarzhet kuit an atahinerien, da lavaret eo ar Prezidant hag al lamponed a zo gantan. »

Met a-benn nebeut e Bro-Rusia ivez e vo skarzhet kuit an atahinerien, da lavaret eo ar Prezidant hag al lamponed a zo gantan, ar re a zo o ren ar vro bremañ. Hag e teuio Rusia ivez da vezañ ur vro blijus ha digoret d’ar bed a-bezh. Bremañ tout an dud a zo a-enep Rusia, ha ni ivez.

Met goude e vo ar c’hontrol. Dont a raimp da vezañ mignoned, Rusia ha Jeorjia, hag ar bed a-bezh a vevo e peoc’h. Pa vo aet kuit ar re a zo bremañ e penn Bro-Rusia, pa vo echu gant an urzh a zo bremañ e vo cheñchet kement tra er gevredigezh war-zu an tu mat. M’hen tou e vo sioulaet ar bed a-bezh. Hag e vo adkroget gant ur vuhez nevez. Ur bed nevez e vo. Darempredoù disheñvel a vo etre ar stadoù.

Hetiñ a ran kement-se. Gouzout a ran e vo evel se. Emañ an deiz-se o tostaat. N’eo ket dav gortoz pell.

Setu pezh a c’hallan respont. Ha trugarez deoc’h evit ho koulennoù.

Gerioù

. Atahinerien : provocateurs. Atahin (gêr gourel e brezhoneg) : provocation

. Lec'hienn internet pe lec’hienn rouedadel, a-wechoù lec’hiad ivez.

. Jeorjia (skrivet e brezhoneg gant Anna Mourarova) pe Jorjia: (br.wikipedia.org)

Evit adkavout al lodenn gentañ eus an atersadenn-mañ

. ABP (https) :

Berr-ha-berr (e galleg) / Résumé (en français, 10/08/2022)

Cet article est la suite de l’interview publiée par ABP en juillet 2022 (première partie qui comporte elle-même un résumé en français).

Nous retrouvons ici Joni Kvaratskhelia, directeur d’un centre de recherches (en Géorgie). Expérience, impressions tenaces d’après la guerre de Géorgie, il y a une décennie, et point de vue sur la Russie d’aujourd’hui lancée en 2022 dans une guerre féroce contre l’Ukraine. Le point de vue de l’interviewé, de nationalité géorgienne tout comme l’est Anna son interlocutrice bretonnante, est sans équivoque aucune : « avant peu, les provocateurs, c’est-à-dire le Président [russe] et son entourage, seront chassés». L’interviewé n’en doute pas, il estime que c’est la condition pour que la région (Caucase, Ukraine) retrouve le calme et la paix. Il note que les peuples alentours ont les yeux tournés vers la Géorgie, et entrevoit une période de paix et de liens rénovés (avec la Russie). Confiant, il appelle de ses vœux cet avenir interrégional, aux couleurs de la démocratie.

notenn: la publication de commentaires éventuels est placée sous la décision de l'auteur de l'interview. Embann ar gemenadenn-mañ-gemenadenn, ha pa vefe e brezhoneg pe e galleg, a vo divizet gant aozerez an atersadenn (houmañ a oar ar brezhoneg).

atersadenn evit an ABP gant Anna Mouradova , adlenn gant J-L Le Floc'h


Vos commentaires :
Yann L...
Dimanche 22 décembre 2024
Dedennus kenañ. Met, petra eo ar « Pridnestrovie»?

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 1 ?