Goulenn a ra an ONU kontoù gant Bro-C’hall.
Kaset ez eus bet ul lizher gant Kuzul Gwirioù Mab Den d'ar gouarnamant
Ankeniet eo an ONU dre ma oa bet nac’het melladoù zo 'ba lezenn Molac.
Divizet e oa bet e miz Mae 2021 e oa kontrol d'ar vonreizh ar soubidigezh hag an arouezennoù diakritek (ñ, ò…)
Hervez an ONU, diviz ar c’huzul vonreizhel a yafe a-enep da wirioù mab den.
Hervezo e vez taget : Doujañs, Frankiz, Ingalded, Nann-diforc’hañ
Bro-C’hall ne zouj ket d'ar c’henemglevioù etrevroadel bet sinet ganti :
- war ar gwirioù keodedel ha politikel
- war gwirioù ar vugale
- war ar gwirioù ekonomikel, sokial ha sevenadurel
N’eo ket ar wech kentañ e c'houl an ONU kontoù gant Bro-C’hall war gwirioù ar minorelezhioù (2001, 2008)
An ONU ne c'hell ket kastizañ, aliañ a c'hell ober nemetken...
Libr da c'houarnamant Bro-C'hall heuliañ alioù an ONU... Pe pas.
Adkavit kelaouennoù arall war lec'hienn Brezhoweb
■