An Alre : an ad-ti post e brezhoneg, ar beloioù, ha servijoù liesseurt…

Chronique publié le 2/05/22 17:05 dans Culture par J-L Le Floc\'h pour ABP
t:12

Emañ ar stal – sklaer hec’h anv dezhi : « Velo Breizh », pe resisoc’h c’hoazh « Ti ar Roñsed-dir » – e-tal d’an ti-gar An Alre. Perak 'ta « Velo » ha n’eo ket « Belo » ? Rak an internet. Aesoc’h eo bezañ gwelet ha kavet dre ar gêr « Velo ». Daoust ha brezhoneg gwir eo ? Ya, a lâr mestr an ti : Kevin Le Cam, bet o frifurchal e-barzh geriadur gwenedek Meriadeg Herrieu. Ha memes tra evit « Roñsed-dir », savet e gwenedeg diwar patrom « Marc’h-houarn » e KLT.

Dirak ar stal, un toullad beloioù evit feurmiñ. Ha pep lec’h (skritelloù, ouzh ar gwerennoù…) : brezhoneg ! Betek logo an ad-ti-post. Traoù all zo ivez da zizoleiñ…kement a servijoù a bep seurt a vez kinniget gant ur stalig ken divoutin, digoret braz a-hed ar sizhunvezh koulz evit an annezidi hag an douristed.

ur goulennadeg

Hirio, d’ar c’hentañ a viz Mae, e fin an abardaez ez eus un daol war ar blasenn, dirak ar boutikl, warni paperioù evit sinañ. Tro-dro dezhi, tudoù o kaozeal gant ar rener. Ur c’houlennadeg zo bet savet gantañ hag a vo kaset d’ar melestradur (« Bâtiments de France ») dre ne fell ket dezhe e vefe miret kinklañ a-vremañ. Ne glodfe ket gant polontez ar melestradur (livioù, dremm ar boutikl, hag all… Gwelet pajennad FB : sañset ! Koulskoude arguzennoù zo evit kenderc’hel, mod-se pe ar wellañ ma c’heller. N’eo ket echu an afer !

an Ad-ti Post

Souezhusañ tra zo evit an tremeniad: n'eus ket logo an Ad-ti Post hepken, met tout an danvez ofisiel evit ar pratikoù hag a zo liv an ti-post warne. Ar wech-kentañ eo e Breizh ! Sur a-walc’h ez eo bet digoret an hent bloavezhioù zo dija gant ti-post Karaez. Mes stalig bihan eus An Alre a zo an hini gentañ mod-se. Displegadennoù : pa ne oa ket an ti-post amañ evit kenderc’hel ken en deus divizet Kevin Le Cam, ouzhpenn feurmiñ ha gwerzhañ beloioù, kinnig servijoù postek liesseurt gant ma vo brezhoneg e-barzh e stal (gwelout fotoioù). Diouzhtu, e miz Gwengolo 2021, hep marc’hata, ez eo bet tudoù ar Post a-du gant-se ! Ur gwir vurzhud ! Evit brasañ plijadur tud ar vro.

Feurmiñ ha gwerzhañ beloioù

Neuze, beloioù a vez kavet evit feurmiñ (gwelout ivez al lec’hienn Breizh Velo, ur rouedad Vreizhat ma vez staget outañ stalig An Alre) pe evit prennañ. Peseurt re ? Reoù bet frammet e Breizh (Machikoul, e Liger-Atlantel), un darn eus ar pezhioù o tont eus broioù Azia (bro-Japan hag all). Diaes a-walc’h eo goude ar C’hovid kaout pezhioù zo. Koulskoude emañ pal Kevin - ha spi braz zo gantañ - bezañ evit kinnig un tri-ugent belo bennak evit feurmiñ, a-benn nebeut a amzer.

Peseurt servijoù a vez kinniget c’hoazh ?

. Servijoù kas-digas « a di da di » dre veloioù.

. Servijoù all evit an dud kozh, da skouer tro-dro d’ar « mad-a-gas-karr » (aotre bleniañ) - kinnig sikour internet melestradurel bewech ma vo posubl kenderc’hel an aotre bleniañ hervez ali ar mezeg – pe c’hoazh tro-dro da brogrammiñ montroù a vez graet anezhe « a-enep kouezhañ » - da lâret eo skignet eo gante ur gemennadenn kerkent a kouezhet unan glañv mod-Alzheimer gantañ ur montr ispisial-se - .

. An « Ajañs Labour Breizh ». P’en deus klevet Kevin « unan bennak » o lâret « evit kaout labour n’eus nemet mont betek an tu all d’ar straed » (e galleg poblek : « pour trouver du boulot, y a ka ….traverser la rue ! ») en deus soñjet ar paotr sevel ar servij-mañ, staget ouzh ur gevredigezh a ra gant ur meziant. Digoust eo ! N’eus ezhomm na CV na emgav ebet ha me oar c’hoazh a lâr Kevin, n’eus nemet evit ar c’hinniger pe ar c’hlasker-labour lakaat war well ur fichenn simpl. Lec’hiet e vo ar c'hinnig-labour pe ar goulenn-labour war ar gartenn google. Mod-se e c’hello an embregerezh pe an hiniennel mont e darempred buhan hag aes. Evit poent ez eo bev (da lâret eo anavezet hag implijet) an ostilh e departamant ar Mor-Bihan. Mat eo evit kaout ul labour lec’hel, gant ma vo embregerezhioù o vagañ ar sistem, anat deoc’h. (selaou ouzh www.radiobreizh.bzh , atersadenn div vunutenn e brezhoneg. Gwelet ivez www.jobonmap.com ).

. ar servij Nannybag . Keveler ouzh ar gevredigezh emañ ar stalig. Evit ma c'hellfe forzh piv leuskel sac’hadoù pe ur valizenn ur pennadig-pad, lakomp amzer d'ober tro ar gêr.

Penaos eo deuet Kevin Le Cam war-zu ar brezhoneg ?

En ur sell ouzh un tamm daolenn-lignez e brezhoneg (kostez e vamm e Bro-Dreger, rak e dad a zo a-orin Breizh-Veur) en deus hemañ dizoloet e oa e familh gwriziennet er yezh. Ha ma ’z eo gwelloc’h dezhañ bezañ anavezet hirio dindan anv e vamm ez eo en he eñvor, hag hi aet da anaon n’eus ket pell, a lâr Kevin.

E-pad pell e oa eñ o vevañ e Bro-Roazhon. Ha setu-eñ o heuliañ kelenn brezhoneg el lise, evel un dibab (un opsion) etre kreisteiz hag un eur hanter goude merenn bemdez, gant Mark Kerrain. Pa n’eo a-walc’h e vo heuliet gantañ ur staj mod-Stumdi (c’hwec’h mizvezh, evel ma ouzer) diwezhatoc’h.

Setu ma c'hoarvez prantad ar « Bonedoù ruz », kostez Montroulez. Diskoachet e wreg gantañ, ha pa oa-hi o vevañ e bro An Alre, setu berrig-berr penaos eo arruet an den er vro-mañ, eñ hag a anaveze ar vro gallaoueg kentoc’h, e penn-kentañ. Ha bremañ ar familh a bezh oc’h ober gant ar brezhoneg (ha pa respontfe ar vugale e galleg e vez komzet gante e brezhoneg gant an tad hag ar vamm). Ar familh hag a zo he holl anvioù-bihan o kregiñ gant K. Sellit ’ta : Kevin, Kristell, hag o zri bugel. Kenderc’hel a ra an avantur…

Gerioù

. Goulennadeg, ur c’houlennadeg une pétition collective

. Un Ad-ti Post un Relais La Poste (enseigne officielle)

. Servij kas-digas « a di da di » pe servij kasidigeh service de livraison à vélo

. Taolenn-lignez, un daolenn-lignez (plac’h eo ar ger brezhonek) un arbre généalogique

Notenn d’al lennerien deuet nevez zo war-zu ar yezh. :

Savet eo ar pennad-mañ e brezhoneg KLT, ha skrivet eo dre zoare-skrivañ peurunvan. Skritelloù diskouezet er c’harousel-fotoioù a laka war well brezhoneg mod bro-Wened (pe Gwenedeg), diforc’hioù bihan dezhañ

Evit gouzout hiroc’h

. Velo Breizh.

. Le Télégramme, 24 c’hwevrer 2022, pennad

. FB, pajennad:

. Rouedad Breizh-Velo (Gwengamp, Pempoull, An Alre), lec’hienn

. Job on map.

. OF, 22 c’hwevrer 2022, pennad

. OF, 24 c’hwevrer 2020, pennad


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.