Kafedi Istor e Kemper : "Studiañ an istor lec’hel"

Agenda publié le 2/05/22 1:21 dans Agrobusiness par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/55/55012/55012_1.jpg

Kafedi Istor : «Studiañ an istor lec’hel» (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sul 8 a viz Mae 2022, 5e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Muioc’h c’hoazh eget studiañ istor al lec’h-mañ-lec’h ez eo da gentañ-holl eus an hentenn d’en ober hag a vo anv anezhi er wech-mañ. Alies o devez tud 'zo, kar-o-c’hornig-bro anezho, c’hoant da studiañ o istor. Met, ur wech difluket ar soñj-se, petra klask resis ? Gant petore mammennoù ?

Gant skouer istor Gorre Leon, ha ledenez Taole pergen, e vo strivet da respont d’ar goulennoù-se, ha da sevel ur framm a c’hallfe bezañ implijet evit n’eus forzh petore korn-bro all eus Breizh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 7 ?