PASK : un darvoud istorel, dic’hortozet a-grenn. Iskis a-walc'h ?

Chronique publié le 18/04/22 22:30 dans Culture par J-L Le Floc'h pour J-L Le Floc\'h

Emañ Gouel Fask an hini vrasañ lidet gant ar Gristenien, er bed a-bezh. Pouezusoc’h c’hoazh evit Nedeleg. Ha koulskoude….

Sellomp un tammig a-dost ouzh an traoù a vez anavezet, sañset. N’eus nemet digeriñ an Aviel, hini Sant Lukaz (meneget dre lizherennoù Lk) hag hini Sant Yann (meneget dre lizherennoù Yn), dreist-holl. Pal ar pennad-mañ eo sevel ur poentig kurius a-walc’h pa lenner pizh an div destenn-mañ. Implijet e vo meur a droidigezh ma vez e galleg pe e brezhoneg. Meneget e vo ivez Liñsel Torino (bro Italia) evit kompren mat.

Un darvoud e Jeruzalem

E Jeruzalem (bro Izrael) emaomp, er bloavezh 33 pe war-dro. Bremañ ez eo anavezet mat ar bloaz ha betek an deiz, dre ar skiantourien hag an arbennigourien war ar sevenadurezhioù. Met amzer frifurchal evit adkavout an titouroù-se, n’am eus ket. Ouzhpenn-se, diforc’higoù bihan zo da geñver al liderezh etre broioù ar reter (ortodoxi) ha broioù ar c’hornog (Roma hag ar Brotestanted da heul) rak divizoù bet kemeret a-hed an istor. Titouroù a c’heller kavout aes a-walc’h war ar poent-se. N’eo ket poentoù mod-se a fell din menegiñ.

Deomp da Jeruzalem ‘ta dre an testennoù.

Kaset eo bet keloù an darvoud d’an ebestel ha da ziskibien all dre vaouezed. Mari-Madalen hag all. Da gentañ-penn.

Er c’hontrol, petra diwar-benn Mari Mamm da Jezuz, an deiz-se? Sioul e chom an Aviel war ar poent-se. « Peur, e-pelec’h, penaos, eur wech savet eus ar bez eo en em ziskouezet Hor Salver d’e Vamm ? An aviel n’hel lavar ket. » [pajennad 86, Ar Werc’hez Vari hor Mamm, Tad Medard, Roscoff, 1936]. Kalz e vefe da brederiañ diwar-benn-se. Mes kendalc’homp.

Ur bez goullo ?

Petra o deus int gwelet ? Ur « bez goullo » a vez lâred da gustum hag a vez skrivet e-barzh titloù etrerannbennadel hon embannadurioù. Da skouer, evit embannadurioù e brezhoneg: « Ar bez goullo », pajennad 406, Aviel Jezuz-Krist, Kenvreuriez ar brezoneg, 1982, doare-skrivañ Skolveurieg 1954, pe c’hoazh « An dasorc’h. Ar bez goullo », pajennad 265, Ar Pevar Aviel, Maodez Glanndour, Al Liamm, 1982, doare-skrivañ Peurunvan 1941. Hag ivez, d’he heul : « An dasorc’h. Ar bez goullo », pajennad 1124, embannadur Ar Bibl e brezhoneg, Lec’hvien, Penkermin, 2018. Nemet – adlennit goustadig an testennoù - ne vez ket anv eus « bez goullo » neblec’h !

Soñj m’eus en un tamm gaozeadenn am eus bet gant ur manac’h. Hemañ a lâre din : ar pezh zo diaes gant an Aviel eo nompas lakaat ennañ traoù ha n’emaint ket ennañ. Da lâret eo : a-wechoù n’eo ket anat lenn an traoù evel m’emaint skrivet rik hep lakaat en hon fennoù traoù ouzhpenn pe traoù arall hag a zeufe diganeomp, lennerien !

Distroomp d’an testennoù, resis. Ha goullo eo ar bez ? N’eo ket ! Chom a ra un dra bennak : bandennoù (Lk, 24,11), bandennoù (Yn, 20, 5), ul lienenn, bandennoù (Yn, 20, 6 ha 7) , evit troidigezh Maodez Glanndour pa vez implijet gerioù disheñvelik : lurennoù, da skouer, evit Kenvreuriez. Un dra zo sur : e-barzh ar bez e chom ul liñsel, hag un tamm gwiad all, bihanoc’h.

Ur frazenn ha n’eo ken sklaer, hervez an droidigezhioù

Bremañ, sellomp pizh ouzh ur frazenn (Yn, 20,7) en Aviel hervez Yann. Petra o deus gwelet an daou abostol (Pêr hag an hini karet gant Jezuz, da lâret eo Yann) ?

E brezhoneg :

« mont a reas [Pêr] er bez hag e welas ar bandennoù war c’horre an douar, hag al liennen a oa bet war e benn : houmañ avat ne oa ket gant ar bandennoù, met rollet a-gostez en ul lec’h all » (peurunvan) Ha memes tra pe dost evit an droidigezh all (skolveurieg). Petra a dalv-se ?

E galleg, ar pep aliesañ :

An embannadurioù gallek a zo dedennus ivez war ar poent-se (Aviel Yann, 20, bepred): « les linges gisant à terre, ainsi que le suaire qui avait recouvert sa tête ; non pas avec les linges, mais roulé à part dans un endroit » (Bible de Jerusalem, Fleurus-Cerf, 2001) pe c’hoazh : « il entre dans le tombeau et considère les bandelettes posées là et le linge qui avait recouvert la tête ; celui-ci n’’avait pas été déposé avec les bandelettes, mais il était roulé à part, dans un autre endroit » (TOB, Le Cerf, 1988, implijet gant ar brotestanted koulz hag ar c’hatoliked). Souezhus, n’eo ket ‘ta !

E galleg, a-wechoù :

Mes sellomp ouzh troidigezhioù all (e galleg) : « il vit les linges à terre, et le suaire qui entourait la tête, non pas posé à plat avec les linges, mais enroulé, séparément, en place. » (DDB, 1994, traduction André Frossard, de l’Académie Française) hag ivez troidigezh ofisiel implijet evit al lid « il aperçoit les linges posés à plat, ainsi que le suaire qui avait entouré la tête de Jésus, non pas posé avec les linges, mais roulé à part à sa place » (Missel du dimanche 2022, année C, Bayard, pajennad 388).

Neuze, e-pelec’h emañ ar gwiad ? A-gostez pe get ? Perak n’eo ket sklaer-sklaer ar frazenn-mañ ? Evel ma vefe un diaester evit an troer. Ha dreist-holl, petra zo da gompren ?

Un diskoulm, a-benn ar fin

Kemeromp bremañ un droidigezh-labour, tost-tre diouzh an destenn a-orin, hini Seurez Jeanne d’Arc, houmañ bezañ bet barrek war ar gresianeg-kozh ha barrek-tre ivez war ar Bibl dre vraz : « Il remarque les linges là, à plat. Et le tissu qui était sur sa tête n’est pas à plat avec les linges, mais enroulé, lui, en place » (Yn, 20,7). (Les Evangiles, les quatre, Mathieu, Marc, Luc, Jean, Nouvelle traduction par Sœur Jeanne d’Arc, op, DDB, 1992, pajennad 581). Hag hi da lakaat un notenn deknikel e-traoñ ar bajennad, evit frazenn Yn 20,7 : « Le long drap qui enveloppait le corps, dessus et dessous, est resté là à plat, mais le tissu enroulé autour de la tête, lui, est resté enroulé à sa place à l’intérieur du drap, et non à plat .On peut penser que peu de textes donnent aussi directement le regard du témoin oculaire ».

Penaos displegañ dre skrid un dra ken divoutin ?

Lâret e vez n’emañ ket Sant Yann, evel skrivagner, ur mestr war ar gresianeg. N’ouian ket-me pa ne ouian grik ebet e gresianeg. Ar pezh zo sur : penaos evit Yann rentañ kont eus ar pezh en deus gwelet ? Dibosupl tout eo ! Ha koulskoude en deus klasket en ober, dre e frazenn ken pouezus (Yn 20,7).

Maodez Glanndour hag a oa bet ken aketus ouzh an destenn, en e droidigezh, a lakae ivez notennoù teknikel bewech ma vefe talvoudus evit al lennerien. N’en deus lâret netra war ar poent-se. Evel ma ne veze ket bet sklaer a-walc’h ar frazenn evitañ. Gwelloc’h eo bet dezhañ chom sioul war ur poent ken diaes. Ar sioulded a dalv onestiz.

M’en deus al lenner heuliet ac’hanon betek fin an enklask-se ez eo poent kompren petra en deus gwelet Yann. Eñ hag a zo bet test war-eeun - « Hennezh eo an diskibl a ro testeni eus an traoù-se hag en deus o skrivet, ha gouzout a reomp ez eo gwirion e desteni » (Yn, 21,24) – hag a skriv e fin e vuhez, war-dro ar bloaz +100 hervez an arbennigourien.

Pask, un darvoud hep e bar

Ar C’hrist n’eo ket aet er-maez eus al liñsel, evel ma z’aer er-maez eus ur gwele da skouer. Ha da heul aet e-maez ar bez evel ma weler e gwerennoù-livet zo (e-barzh hon ilizoù), o vont dre an nor. Mes achap eo bet eus bed danvezel, a daol-drumm, en un doare dibosupl evidomp-ni holl da zeskrivañ pe da zisplegañ. Didalvoudus eo ar maen rollet, nemet d’ar vaouezed ha d’an ebestel diwezhatoc’h, evit mont e-barzh da welout petra zo c’hoarvezet. Evito da gavout al liñsel a-blad. Ha gwiad ar penn rollet en he flas. An daou pezh hep netra e-barzh ! Den ebet ken !

Ha setu perak ez eo ken pouezus liñsel Torino (hag a zo diskouezet d’an holl ral a-walc’h – da skouer e 1998 - , e-barzh bazilikenn Sant Yann-Vadezour, e Torino, bro Itali), kement evit ar skiantourien hag evit ar gristenien. Rak al lienenn-mañ a zo hini an Aviel, hini m’eo bet savet da vev en e-barzh Jezuz e-unan. Din-me emañ gwelloc’h ar brezhoneg «savet da vev» eget «ad-savet da vev» dre ez’a an traoù war-raok nemetken. Goude-se ec’h en em ziskouezo Jezuz. Ar pezh a zo nevez.

Darvoud Pask a zo pouezus evit hon flanedenn, an Douar, hag evit ar bed a-bez, an holl stergoumoulennoù…betek penn-pellañ an egor hag an amzer… Cheñchet eo bet al liamm etre an Doue hag an danvez, goude an darvoud-se, c’hoarvezet e Jeruzalem, hep bezañ gwelet gant nikun, an deiz-se.

En amzer Fask emaomp abaoe tost da zaou-vil vloaz. Da viken. Chom a ra deomp al liñsel…hag ar Feiz. Ma fell deomp.

Gerioù

Un darvoud : un événement

An arbennigourien war ar sevenadurezhioù : les spécialistes des civilisations

Al liderezh : la liturgie, ul lidadeg : une célébration liturgique, un office

Titloù etrerannbennadel : intertitres (ajouts rédactionnels, entre les paragraphes, dûs au traducteur et/ou à l’éditeur)

Un tamm gwiad : un bout de tissu

Ar stergoumoulennoù: les galaxies. Ar rummadoù stergoumoulennoù : les amas de galaxies

An egor: l'espace

Al liamm etre an Doue hag ar bed danvezel : la relation entre la divinité et le monde de la matière

Liñsel Torino: le Linceul de Turin, le Saint-Suaire, il Sindone (en italianeg)

MAJ 19 Ebrel 2022

MAJ 23 Ebrel 2022 div notenn:

@iffig

doare-skrivañ: reizhet ganin an destenn (Peurunvan/Skolveurieg). Anat eo skrivet/embannet ar yezh e peurunvan. Padal e vez embannet c'hoaz ingal (2022) kazetenn Minihi Levenez e skritur 1954. Brezhoneg brav ganti dindan bluenn Job an Irien. Ha skridoù all (Aviel, kantikoù) a vez kavet ar pep aliesañ e mod skolveurieg, betek-henn. Penaos ober? Evidon-me, skrivañ e peurunvan nemetken, ha lenn e forzh peseurt doare-skrivañ (peurunvan, skolveurieg, doareoù koshañ...). Mod-se e ran. Evit an deraouidi (tud gour, skolidi...) ez eo gwelloc'h gortoz bezañ a-sur a-walc'h war ar peurunvan a-raok lenn e doareoù-skrivañ all, a sonj din hervez ma skiant-prennet. Memestra evit KLT ha Gwenedeg. A hend all ez eo re en un taol.

.

Liñsel Torino. Ar re a «gred»... a lavar tud zo. N'eo ket «krediñ» eo , mes «soñjal» pe «prederiañ» kentoc'h. Da lâred eo, diwar ar skiantourien e teu ma ali diwar-benn-se. Ma m'eus e welet e 1998 em boa dastumet titouroù diwarnañ a-raok bezañ e-tal dezhañ (teir munutenn nemetken, evel daou vilion a dud a-hed ar prantad diskouezadeg). Selaouet em boa ivez war-eeun ouzh ur brezegenn gant CIEL hag an Ao Upinsky. Goulennoù a chom...goulennoù hep respont. Dic'halloud eo ar skiantoù dirak an imach (nompas dirak al lien)....Un dra all, peoc'hus eo ouzh e welout, kalz peoc'hus. Evit an holl (n'eo ket ma ali nemetken). Perak'ta? Pa soñjer e feulster ar Pasion, souezhus eo....

JL LF


Vos commentaires :
iffig
Jeudi 26 décembre 2024
Ya, kevrin liñsel Torino a chom c'hoazh hziv an deiz, gant luc'hskeudenn vurzhudus an Aotrou Krist evit ar re a gred kement-se. Bibl Al Liamm/Penkermin n'emañ ket e skritur «Roazhon» avat. Ar skritur unvan eo evit an holl ha skrivet eo bet ar Bibl-se gant Maodez Glanndour, Klerg, Dubourg, Bourdellez a oa holl eus Treger ; gant Lec'hvien a oa eus bro Ouelo ; gant Pêr ar Gall, an Tad Medar ha Maoris ar C'hollo a oa eus Penn ar Bed.

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 0 ?