Kafedi Istor en Henvig : "Studiañ an istor lec’hel"

Agenda publié le 10/04/22 13:49 dans Agrobusiness par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon
t:1
https://abp.bzh/thumbs/54/54880/54880_1.jpg
Luc'hskeudennoù en-dro da da istor lorn-bro Montroulez

Kafedi Istor : "Studiañ an istor lec’hel, diwar skouer Gorre Leon ha ledenez Taole pergen" (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 16 a viz Ebrel 2022, 2e30 goude merenn, e Kêr an holl (savadur al levraoueg), 1 straed an Halt, Bourk HENVIG

Muioc’h c’hoazh eget studiañ istor al lec’h-mañ-lec’h ez eo da gentañ-holl eus an hentenn d’en ober hag a vo anv anezhi er wech-mañ. Alies o devez tud 'zo, kar-o-c’hornig-bro anezho, c’hoant da studiañ o istor. Met, ur wech difluket ar soñj-se, petra klask resis ? Gant petore mammennoù ?

Gant skouer istor Gorre Leon, ha ledenez Taole pergen, e vo strivet da respont d’ar goulennoù-se, ha da sevel ur framm a c’hallfe bezañ implijet evit n’eus forzh petore korn-bro all eus Breizh.


Vos commentaires :
Mercredi 1 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.