Daoust hag e vo Jeorjia unan eus broiou Unvaniezh Europa?

Chronique publié le 19/03/22 12:11 dans Politique par Anna Mouradova pour Anna Mouradova
https://abp.bzh/thumbs/54/54707/54707_1.jpg
Tbilisi, Jeorjia
https://abp.bzh/thumbs/54/54707/54707_2.jpg
Tbilisi, Jeorjia

Abaoe 30 vloaz eo Jeorjia ur stad dieub. A-raok, etre 1922 ha 1991 e oa unan eus republikou an Unvaniezh Soviedel (URSS). E 1991 e oa echu gant an Unvaniezh Soviedel ha e oa krouet broiou evel Jeorjia, Armenia, Moldavia, Ukraina, Latvia, Estonia hag all.

Jeorjia a zo anezhi ur vro etre an Europa hag Azia, bet dindan levezon broiou ar reter revel Persia ha Turkia, met broiou ar c’hornog ivez abaoe an Henamzer. Anavezet eo Jeorjia gant poblou ar c’hornog abaoe pell: n’eo ket dre zegouez eo deuet an Argonaoted da gKolc’hida (evel-se e oa anvet Jeorjia d’ar mare-hont). Hag a-hed an istor e oa bepred ar vro-man liammet ouzh Europa dre ar sevenadur ha dre ar relijion Kristen. Breman dav eo ha poent eo sonjal daoust hag en vo degemeret Jeorjia en Unvaniezh Europa.

E-pad meur a vloavez e c’heller gwelout banniel Europa e-kichenn banniel Jeorjia e straedou Tbilisi. Abaoe 2017 e c’hell ar jeorjianed mont da vroiou ar Shenghen hep visa ebet. Hogen n’eo ket deuet Jeorjia da vezan unan eus broiou Europa da vat. Ha bezan dieub ha neptu a zo gwall zanjerus evit ur vro vihan evel hon eus gwelet e 2008.

E miz Eost 2008 e tarzhas ar brezel etre Bro-Rusia ha Bro-Jeorji, hag anat e oa ne oa ket tu d’ur vro ken bihan en em zifenn a-enep Rusia. Betek breman e chom Abkhazia hag ul lodenn eus Osetia (Osetia ar Su) dindan galloud Rusia. 20% eus Jeorjia a zo bet troc’het hag aet gant Rusia. Pezh a zo mantrus hervez an dud aman, ne oa ket broiou all ha galloudou all evit teurel evezh eus an dra-man, ha setu perak e 2014 e oa graet an hevelep tra gant gouarnamant Rusia en Ukraina gant tachennou tro-dro keriou Lugansk ha Donetsk, ha staget e oa Krimea ouzh Rusia. Eizh vloaz goude, d’an 24 a viz C’hwevrer e krogas ar brezel euzhus en Ukraina.

Perak e fell d’ar gouarnamant Rusia ober brezel gant an amezeien? Diaes da gompren, met un dra a zo sklaer: breman zoken ez eus eno tud a sonj e oa ur fazi distrujan an Unvaniezh Soviedel (ur mennoz diaes da gompren dreist-holl evel ar re a zalc’h sonj pegen start e oa ar vuhez en URSS). Evit meur a hini e Bro-Rusia a-vreman broiou evel Moldavia, Jeorjia hag Ukraina a zo republikou an Unvaniezh Soviedel “kollet” hag evit meur a hini a zo ar galloud ganto e vefe ret adsevel adarre an unvaniezh aet da get e 1991. Met hervez an dri vro-man e vefe gwelloc’h bezan e-barzh Unvaniezh an Europa eget distrein en-dro d’an XXvet kanved.

Presidantez Jeorjia Salome Zurabishvili en hec’h atersadennou evit i24NEWS, Radio-Canada hag all a lavar meur a wech eo bet dibabet gat ar vro hent ar frankiz hag e fell da Jeorjia dont da vezan lodenn eus Europa. Evit Itron Zurabishvili ar brezel en Ukraina a zo un dra a zo henvel ouzh ar pezh hon eus gwelet e 2008 pa oa arme Bro-Rusia o tont da Vro-Jeorji.

Da lavarout ar wirionez eo ankeniet an dud aman o welout pezh a c’hoarvez breman gant Ukraina. Hag, anat eo, ne fell ket d’an dud ordinal gwelout an arme rusian o tont betek Tbilisi ha keriou all ar vro. Den ne oar peseurt bro a vo dibabet gant gouarnamant Rusia goude Ukraina, rak n’eus ket tu da gompren peseurt mennozh a zo gant Poutin breman.

Petra a vo divizet gant Unvaniezh an Europa ? Hervez Diego Colas, kannad Bro-C’hall e Jeorjia eo Ukraina, Jeorjia ha Moldavia broiou Europa hag e vint degemeret mat a-dra-sur. D’ar 7 a viz Meurzh e grogas Europa d’ober war-dro goulenn Ukraina, Jeorjia ha Moldavia. N’eo ket un dra a vez graet buan, met daoust hag en ez eus tu da c’hortoz pell ?


Vos commentaires :
Marie-Noelle Rinquin
Vendredi 22 novembre 2024
Trugarez Anna Mouradova, evit lakaat sklaer penaos Jeorjia, Moldavia, Latvia, lituania hag Estonia, a zo evel Ukraina en arvar. A du on ganeoc'h; poent eo degemer ar broiou se en Unvaniez Broiou Buropa. Re zanjerus eo evidomp en Europa da c'hortoz ha da wel petra Putin en deus c'hoant d'ober.

Opal
Vendredi 22 novembre 2024
Ar memes tra eo gant Jeorjia ha Moldavia, degemeret int e-barzh unvaniezh europa met ret eo dezho anavezout dizalc'h ar broioú Osetia ar su, Abkhazia, Treuznistria. Ret eo dezho ivez asantiñ da ur statud neptu evit an arme. Peotramant, n'eo ket posubl. Tout an dud (e-barzh Europa...) a fell dezho ar peoc'h.

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 4 ?