Merc'hed Ahez hag Alvan : n'eo ket ganet diwar netra !

Chronique publié le 9/03/22 10:08 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/54/54620/54620_1.jpg
Eurovision : ken aes ha tra evit an driad merc'hed !
Merc'hed an Eurovision pa oant e skolaj Diwan Kemper (803 vues)

Merc'hed ampart war ar c'han, graet ganto da 22 vloaz, meur a gan ar bobl, meur a festoù-noz e pep lec'h er vro, stajoù kan forzh pegement, stummadurioù gant Louise Ebrel, Rozenn Taleg, ha kement-zo tout e Breizh !

An teir, Eben, Ahes... Ar merc'hed a gan e kan ha diskan abaoe pell. Kanet o doa gant o skolaerien Loig Jade e Ploeur evit Enora, Gwenole Larvol e Douarnenez evit Marine, ha gant skolarien ha kanerien bro Dreger evit Sterenn D. Gant Sterenn G., kejet he doa ouzh Marine hag Enora pa oa e skolaj Diwan Kemper. O kemer perzh e kleub kan ha diskan e-pad pevar bloaz, etre kreisteiz ha div eur, e teue tud evel Louise Ebrel, Gi Penseg, Anne-Marie Colomer... Hag e veze prientet pep bloaz kan ar bobl bro Gerne. Meur a wech int bet trec'h, gant sonennoù bro Gerne.

Hag erruet an teir e lise, setu Sterenn o kanañ gant Marine, o kregiñs tajoù kan ha diskan e Poullaouen, oc'h ober anaoudegezh gant Annie Ebrel, Rozenn Taleg...

Ha kroget an avañtur war leurennoù brasoc'h evel hini Gouel ar Gelted, div wech, asambles gant Jonathan Dour, hag e strollad. Ha dao, da vro Skos evit kanañ asambles gant kanerezed yaouank brudet tramor.

Met n'eo ket tout ! Piv en doa kompozet hag enrollet sonenn ar Redadeg, ar rumba, a lak pep hini da redek gant plijadur ? Ar merc'hed, gant ur ganerez eus Douarnenez bet e Diwan ivez.

Ha setu, daouzeg vloaz goude, ar merc'hed yaouank oc'h enoriñ Louise Ebrel e Kastelnevez ar Faou (sellit ouzh ar video dindan), a yelo da Durin, gant 180 milion a dud o sellout outo, o kas ar brezhoneg war al leurenn 26 vloaz goude Dan ar Braz.

Gwregoulerezed, stourmerezed evit ar brezhoneg hag ar repuidi, anat, ne ra 'met kregiñ evit merc'hed kool, gant ur sevenadur don e bed ar c'han e Breizh hag ar c'hoant da lakaat anezhañ war hentoù nevez.

Gourc'hemennoù d'ar skipailh, ha bec'h d'al labour, Jakobined brein o klemmichat n'o deus ket da lakaat skoilhoù war o hent, ken simpl ha tra.

Pa vez ar spered krouiñ, an intrudu, ar fent, an doujañs ouzh ar re o doa treuskaset teñzor ar yezh hag ar sevenadur Breizh dezho, ne c'hell mann ebet mirout outo da genderc'hel gant o raktresoù ken brav !


Vos commentaires :
Burban xavier
Dimanche 22 décembre 2024
Ret eo da diorren hentennoù divyezheg dre-oll ha ive skolioù Diwan e-pep lec'h evit profan danvezioù a gelenn evit hor pugale . setu perak , ni a zle da souten ar re a gra strivoù abaoe degadoù bloa ...

Rein a reomp arc'hant evit kenderc'hel raktresoù nevez evel hini e bro -Dreger e Peroz-Gireg « Ar Genkiz» graet gant Diwan , setu un intrudu dedennus-kenan .Gwelit kelaouennoù e-barzh kazetenn «Ya» niverenn 874 evit skoazellan ar poellgor eno !


Alter Écho & Ego machin
Dimanche 22 décembre 2024
Nous avons besoin surtout, d'avocats et de juristes! Et d'une chaîne TV «bretonne»!

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 6 ?