10 levr enrollet gant Keit Vimp Bev ha fea

Chronique publié le 16/02/22 20:50 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/54/54461/54461_1.jpg
14 vloaz priz ar vugale dija !
https://abp.bzh/thumbs/54/54461/54461_2.jpg
Priz ar Yaouankiz : 20 vloaz e 2023 !
Un istor, e touez an dek istor kinniget evit PAV ha PAY 2021-2022 (70 vues)

Kazi 60 enrolladenn a zo bet graet evit aesaat al lenn ha lakaat an dud da selaou ha da lenn ul lennegezh evit ar yaouankiz gant ur bern skridoù plijus ha dic'hortoz

E Breizh e touez an tiez embann a labour evit ar yaouankiz, e oa An Here. Marv an Here, erlec'hiet tamm pe damm gant TES hag a zo digoust evit ar skolioù pa oa ret da Ziwan prenañ, e pep skol, levrioù nevez pep bloaz. Hag e kichen, tiez embann all, Bannou Heol, Sav Heol, gant Mark Kerrain hag Arno Elegoët. Gant Al Liamm hag Al Lanv n'eus ket kement-se a levrioù. Gant 110 titl evit An Here, ur c'hant bennak evit TES, chom a ra trec'h un ti embann, ganet e 1982 (daou-ugent vloaz dija !), hag a zo e penn an embann evit ar yaouankiz, ma vefe evit ar c'hazetennoù ( Toutouig, Rouzig, Louarnig, ha Meuriad, gwechall), an albomoù (krouet alies gant ar skipailh KVB), hag al levrioù. Kroget e 2004 gant Priz ar Yaouankiz, ha war lerc'h gant Priz ar Vugale e 2008, prizioù lennegezh ar yaouankiz a zo bet efedus evit al lenn hag ar skrivañ, o kinnig levrioù gant istorioù nevez savet e brezhoneg penn da benn hag o kalonekaat skrivagnerien da skrivañ evit ar voused.

110 titl PAV hag 50 titl PAY : 70 skrivagner.ez, kozh ha yaouank, gant istorioù a bep seurt, kelennerien ha skolaerien o c'hortoz istorioù nevez, skolajidi, liseidi, bugale o lenn gant plijadur, daoust d'ar fed e vez lennet kalz muioc'h e brezhoneg er skol... eget er gêr.

Setu tudoù, m'ho peus c'hoant da selaou Sten Charbonneau o lenn lodenn gentañ pep levr (pav ha pay)

setu chomlec'h ar playlist :

Ha m'ho peus c'hoant da ginnig ur skrid, setu ar chomlec'h : afea@laposte.net

40 000 sin evit PAY ha 10 000 sin evit PAV

a-raok d'ar 25 a viz Ebrel.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 4 ?