Ya ! lennet gant pevar den : ur servij nevez ha dreist

Chronique publié le 12/02/22 10:16 dans Littérature par fanny Fanny Chauffin pour Tvbro kemperle
t:1
https://abp.bzh/thumbs/54/54438/54438_1.jpg
Ur servij nevez kinniget gant Ya ! ar gazetenn sizhuniek e brezhoneg
lennadenn pennad Ya, lennet gant Kristina Jegou (61 vues)

Ma vefe dre audio war lec'hienn Ya ! pe gant ar chadenn You Tube, e c'hellit mont da selaou pennadoù Ya, lennet gant Kristina Jegou, Ronan Huon, Loik Jade pe Yann Klaod ar Ruyet, digarez ebet evit selaou ar c'heleier neuze !

O keginañ emaoc'h ? O vleniañ ? Amzer ebet evit lenn ? Ha koulskoude ho pije c'hoant da lenn ar gazetenn Ya ! Un diskoulm a zo bremañ, mont war lec'hienn Ya ! ha diskenn ho logodenn e traoñ ar bajenn www.ya.bzh.

Un taol esae a zo bet graet gant ur pennad war You Tube, deoc'h da lavarout ho soñj hag e vo kendalc'het da vouetañ ar chadenn. Mersi bras da Geit Vimp Bev e Laz evit an intrudu dispar-mañ !

Ha mod-all, m'ho peus c'hoant da sellout ouzh pinvidigezh ar c'hazetennoù evit ar yaouankiz, al levrioù, romantoù, albomoù... (ouzhpenn 200 titl a zo)

https://www.keit-vimp-bev.com/keit-vimp-bev-edition-livres-jeunesse-magazines-en-breton/periodiques/ya/


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.